Nikolazig (12) : Arvest kentañ (an), V diviz
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

JAK AR PELIKARD ha kent pell MARK ARDEVEN

AR PELIKARD, e-unan
Va zad kozh, Dou’ r’her pardono, a lavare
’Lies : gwelet e vo traoù kaer amañ un deiz !
Koulskoude un druez eo gwelet ur c’haezh den,
Ken mat, gwasket ’vel-se kement, gant an anken.
Biskoazh ne ’z eus ket bet ur c’hristen en hor bro
Ken gwirion, ken devot, ken troet mat…

ARDEVEN, o tegouezhout war al leur-c’hoari
                                                                     Piv eo
Hag a be steredenn e c’hellfe ’ta bezañ
Un den ken souezhus kouezhet e Keranna ?

AR PELIKARD
Che ! Mark, ne ouien ket e oas ouzh va selaou.

ARDEVEN
Pep hini o tremen a c’hell tapañ an traoù
A glev. Oh ! N’ho peus ket a ezhomm da gaout keuz
D’ar pezh am eus klevet. Me ne rin ket a freuz
Deoc’h goude ma komzfec’h ac’hanon evel-se.
Me zo devot, em giz ; me a servij Doue
Noz ha beure, d’ar red, va fedennoù a ran
D’an oferenn – sul-c’houel ez an – Ya ! Pa dizhan ;
D’ar paour, me a oar reiñ va gwenneien a re
Hag ar gest, bep bloaz, d’ar person ha d’ar c’hure
Petra ’c’hellan-me da ober muioc’h ?

AR PELIKARD
                                                                  Feiz, vat,
Petra ’rafes ? Netra ’ta ken nemet pignat
E lec’h ur sant bennak, en iliz, da c’hortoz
Ma vo graet ur gador diouzhit er baradoz.

ARDEVEN
Grit goap ! Kozh a-walc’h ’oc’h-c’hwi atav ’vit monet
Da glask, en douar yen, ul lec’h gant ar preñved.

AR PELIKARD, en ur vont kuit
Pa vo youl Doue, Mark, pas a-raok.

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix