Alan al Louarn (08) : C’hwec’hvet pennad
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

GWENVAR, EVEN, AR MANAC’H, ALAN, DIRLAWEN, FAWTRA

GWENVAR
Pegen hir a kavin chom er gêr da ruzañ,
E-pad ma vefoc’h-c’hwi, tud yaouank, en argad ?
Te ’soñj ivez, kenderv, mont d’ober ur c’hrogad ?

EVEN
Mont a rin, a dra sur, da reiñ va zaolig skoazh :
N’on ken, dre c’hras Doue, nemet tri ugent vloaz,
Ha meur a bagan mezv a deuio c’hoazh ganti.

AR MANAC’H
Ni a chomo, kont veur, asambles d’unaniñ
Hor gwellañ pedennoù ’vit o gounidigezh.

ALAN
C’hwi, kont Even, a vo, dre ho kouiziegezh,
Ar barrekañ da gas ac’hanomp d’ar viktor ;
Sturit eta, m’ho ped, strolladig an Arvor.
Va mignoned ha me zo yaouankik hon tri
Evit ober diouzhtu renerien ha mistri.
Me n’am eus evit c’hoazh graet a vrezel nemeur
Nemet d’al loened gouez dre goadeier Breizh-Meur ;
Fur a ve din eta tremen ar stur d’un den
En deus bet alies brezelourien da ren.

FAWTRA
Ya, va eontr, deoc’h hepken eo dleet an enor
Da gas d’ar stourmadeg soudarded an Arvor.

EVEN
Ra viro pep hini ar stur a zo gantañ !
Graet hoc’h eus, tud yaouank, betek-henn pep startañ :
Degas micherourien e-harz troad al labour.
Bremañ, n’eus ken ’met skeiñ war benn an enebour,
Hag eno pep hini ’raio deus e wellañ.
C’hwi zo ur mestr, Alan, hervez pezh a welan,
Da c’houzout dre belec’h ha pegoulz da vale ;
’Lec’h va daou niz, nevez deut ’maez a vugale,
Zo c’hoazh war meur a damm dinerzh ha diskiant :
Kasit ho strolladig eta, ’vel ma ’po c’hoant,
Ni gant an hini all ’c’hoario hor faotred.

ALAN
Sentiñ ’rankan ouzhoc’h, kont Even, hed-ha-hed,
Pa chom nebeut amzer dirakomp da c’hedal.
Klevet a reer son ha kaniri er pellder.
’Glevit ket ? Setu krog ar bleizi da yudal :
N’omp ket bet faziet gant an telenner kozh.
Poent eo deomp mont bremañ, a-raok ma vo serr-noz.
Pep hini gant e hent, da glask e soudarded,
C’hwi hag ho re a ray an dro d’ar c’hanfarded
Dre zu an hanternoz hag ar c’huzh-heol hepken ;
Ni ’vo en daou du all o kelc’hiañ ’r varrikenn,
Ha pa sono ar barzh Kan bale paotred Breizh,
’Vo graet ur stard warni ken a strako he c’hreiz.

DIRLAWEN
Mat-tre ! ni ’y-a diouzhtu war-dro hor zud, Alan,
A-benn ur pennadig ’vefomp holl ’tal ar c’hlann.

GWENVAR
Kasit ivez ganeoc’h kement zo er c’hastell
Gouest da zougen armoù ’vit harpañ Breizh-Izel :
Amañ n’eus tamm ezhomm fenoz a c’hedourien ;
Norman ebet na vo e benn gant va dour yen !

EVEN
Dont a rafont ganeomp, kenderv, ha c’hoazh ’vo poan
O tegas kement all a bennoù-bloc’h d’o c’hoan.

FAWTRA
Kenavo ’ta, va zad : roit deomp ho pennozh,
’Vit ma vo dre hon dorn disammet Breizh fenoz !

GWENVAR en ur bokat d’e daou vab, d’Alan ha d’Even
Kenavo ho pevar ! grit ervat ho tever,
Ha Doue ’vo, me ’gred, truezus ’n hor keñver.

    en un dreiñ war-zu ar manac’h

C’hwi, va zad, hag a zo servijer bras an Neñv,
Plijit, m’ho ped, gervel gras an Aotroù warne !
Daoulinañ ’reont o fevar dirak ar manac’h.

AR MANAC’H savet e zivrec’h gantañ a-zioc’h o fennoù
Ra plijo da Zoue, mestr ar gounidigezh,
Bezañ fenoz a-du gant Arvor, hor bro gaezh !
Ha c’hwi, tud a wad glan ’vit ho pro kinniget,
Baleit d’ar viktor, baleit benniget !

    O fevar a y-eont kuit.

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix