Annaig (19) : Ma c’halon a Vreizhad zo leun a velkoni
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

    I 

Pa oa war ar varvskaon, he daoulagad serret, 
’Vel ur gantollig koar ’ve warnezhi c’hwezhet, 
          Pa oa war ar varvskaon kousket, 

Serret he daoulagad, kempennet ha lirzhin, 
Da vont d’ar baradoz hec’h ene o c’hoarzhin, 
          Serret he daoulagad ouzhin, 

Ma vijen daoulinet dirak he c’horf marv 
’Lec’h dour ’m bije karget ar piñsin gant daeroù 
          Ma vijen daoulinet eno. 

– Pa oe paouezet mik he c’halon da dridañ, 
’Vel ur fust ’barzh an eost torret dre nerzh dornañ, 
          Morzhol he c’halon da vrallañ, 

Lâr din, beleg ar Roc’h, savet an eonenn 
D’he muzelloù digor, hag eñ ’lammas war-benn, 
          Lâr din, me ’ray he finijenn, 

Ma anv pe gant keuz pe gant fae marteze 
’N he fedenn diwezhañ, distaget hec’h ene, 
          Ma anv-me gant keuz pe fae. 

– Klevet ac’h eus, maouez, ’pad nozvezh ar c’hañvoù 
Huanadiñ ar c’horf paour goude ar pedennoù, 
          Klevet ac’h eus e c’houlennoù ; 

’Vel ur gourgammig tan neuze an ene kaezh 
Gwelet ac’h eus o klask dre an ti he farrez, 
          ’Vel ur gourgammig tan, maouez. 

– Chomet hec’h-unanig ’barzh an arched en noazh 
Holl dud ar c’hañv pa oant dastumet en hent bras, 
          Chomet hec’h-unanig, siwazh ! 

Ur garlantez spern-gwenn en he gwele ganti,
Kleuzier, ec’h eus koachet dindan pemp troatad pri 
          Ur garlantez spern ha lili. 

Ha pa serrjout an nor d’an abardaez, kleuzier, 
War he bez ur verc’h treut, treut, pe un aelig kaer, 
          Pa serrjout ar vered emberr ? 

– Aotroù Doue an neñv, c’hwi hoc’h eus ma c’hrouet, 
Ha me zo er bed-mañ ur paourig divroet : 
          Ra vezo Doue benniget ! 

An hentoù daou-ha-daou a zo berroc’h amañ, 
Ma farrezig kollet ’on ma-unan bremañ 
          En hent hiroc’h evit unan ; 

Kant bloaz ’n dije bevet hep gouli ’n he c’halon, 
Ha me war-benn kant bloaz ma gouli vo ken don : 
          Hi zo aet gant Doue hepdon. 

Ha me, ’vel ur c’hi klañv taolet ’kreiz an aven 
Pe ’vel ur bod derv troc’het war an dachenn, 
          Perak ’on amañ o tremen ? 

    II 

An heol oa o kuzhañ, hag an oabl liv ar gwad 
Pe ’vel ur forn tanet gant holl skourroù ur c’hoad 
          An heol oa o kuzhañ diwad : 

Ma kuzhfe da viken heol an Aotroù Doue 
Ha ma vije hirie ’n diwezhañ abardaez, 
          Ma kuzhfe da viken, ha me ! 

Ha me eus toull ma dor ’soñjen em bro ken pell, 
Pa welis o tiskenn digor he ziveskell, 
          Eus toull ma dor ’welis uhel 

Un er* dreist ar goabrenn, klasket e hent gantañ  [pe ered] 
O tiskenn d’an douar seul dostoc’h seul vihan, 
          Er pe sparfell pe laouenan ; 

Digor e ziveskell evel ar brini-mor, 
An evn ’us d’an douar war nij eus toull ma dor 
          ’Dalc’he e ziveskell digor ; 

En e benn melen aour daoulagad ur verc’hig 
E zremm war an tu kleiz hag e sell ken koantig, 
          En e benn daoulagad Naig : 

Evnig an anaon na laoskas nep klemmvan 
’Pad lâris requiem ’vit an hini ’geuzian, 
          Evnig an anaon na gan. 

Requiem æternam : hag eñ d’an nec’h dudi. 
– Gortoz, ur bedenn c’hoazh ’garfen da deraouiñ : 
          Requiem æternam ’viti. 

Al laouenan war gresk ’dreist ar c’houmoul emberr 
War sin ’glask he hent mat ’reas un dro, div pe deir, 
          Al laouenan deut da vout er. 

Evnig an anaon bepred ’n un uhelaat 
’Barzh ar c’huzh-heol ’eas kuit dirak ma daoulagad 
          Evn an Aotroù Doue moarvat. 

Hag ur c’harm ken klemmus, pa gouezhas an noz-se, 
N’ouzon pe eus an neñv pe eus kreiz ma ene, 
          Ar c’harm ’glevan bemnoz ab’oe.

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix