Annaig (15) : Bloavezh triwec’h ha tri-ugent (ar)
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

  I 

Petra zo nevez er gêr-mañ ? 
Rak an holl o redek ’welan, 

An holl en o c’haerañ gwisket : 
Petra zo nevez arruet ? 

Tud vat, ha c’hwi ’it d’ur pardon : 
Na glevan ar c’hleier o son ; 

Sioul ar c’hleier ’n ilizoù, 
Met strakal ’ra ar c’hanoloù. 

Ur marc’had bras a zo du-hont 
’Lec’h a weler an dud o vont, 

Hag eus a bevar gorn ar bed 
Marc’hadourezh a zo kaset ; 

Foar gaerañ Treger n’eus ket brud 
’Vel houmañ, na kement a dud. 

Ouzh ribl ar stêr ma-unan-penn 
An dremeniri vras ’sellen 

Eus a bep bro hag e pep giz : 
Daoust ha me na welin Breizhiz. 

Un denig mat ’c’houl’as ganin : 
– Ar straed-mañ ha me ’gemerin ? 

– Na [c’h]ouzon ar straed ’gemerfet : 
An holl straedoù am eus kollet, 

’B’oe na [c’h]ouzon hini ma bro. – 
An denig mat zo aet en-dro. 

Tremenit hoc’h hent, tudoù gaezh, 
’Vel ma na vijen en ho touez. 

  II 

Petra nevez e Breizh-Izel : 
Ab’oe n’on-me bet zo ken pell. 

N’eo ket tri bloaz ’ti ar re all, 
Tri bloaz divroet e Bro-Chall ; 

Tri c’hant bloavezh ma ene paour 
’Ra pinijenn er purgator, 

Ha pa baouezo ma foanioù 
’Vo gwall diw’ad* ’vit an distro,    [ < diwezhad] 

Gwall diw’ad. Re ma amzer-me 
’Vo aet gant an Aotroù Doue : 

An Ankoù ’do graet e damouez, 
Ha pep-unan dastumet reizh. 

Er vered war ma daoulin noazh, 
Pa vin gwelet ouzh troad ar groaz, 

– Ur milliget, – ’lârfont neuze, 
Pe – un divroet – marteze ; 

Den n’en do soñj, na den ebet 
N’lâro – an hini dilezet.

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix