Annaig (14) : D’ur c’henvreur
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

  I 

Keloù, Breizhiz kaezh, eus a bell bro 
Eus ar brezel am eus bet keloù. 

Ar gwashañ brezel hoc’h eus klevet 
Ab’oe ar Saozon, ’ti an Turked ; 

Ha war-benn an emgann diwezhañ 
Kalz na ouelont a dlefont gouelañ. 

Diskaret an dud dre an hent ruz, 
’ Vel ’ra ar meder ’n ur park ed du ; 

Ha tud a c’hleze, troc’het o goûg, 
O stripoù ’maez, kousket war o chouk ; 

Hag ar chas a-vandenn, kant-ha-kant, 
O krignat pennoù hep badeziant : 

Pa dremener ab’oe ’n emgann vras 
Evel er vered ’reer sin ar groaz. 

Toullerien, ur bez, grit ur bez don, 
Taolit eno an dud digalon ; 

D’an holl vrezelourien toullit c’hoazh 
Nemet d’ar re o gweled, siwazh ! 

Kollet o gweled, ar beorien gaezh, 
Ha teir c’hoarig emaint ’n o evezh. 

  II 

Setu ur soudard war e wele
Un dallig evel-henn a glemme : 

– Dirak ar marv na spontan ket, 
’Lec’h na c’hortozer n’eus spont ebet ; 

Ha n’am bo keuz ’bet ouzh ma buhez, 
Pa na zo den en deo keuz din-me. 

D’an dud doaniet a deu divalav, 
Divalav din-me ’deu an Ankoù, 

Evel war ul leur ar gourener 
’Zo ar c’hreñvañ ’gemer e amzer. 

Gwelit ar gistinenn re darev, 
Eus ar wezenn emberr hi ’gouezho 

Ha ’vo dastumet war ar geotenn, 
Me ’vo moustret gant ’n dremenerien. 

Na keuz kennebeut da’m gweled vat, 
Pa na zistroin da di ma zad 

’Lec’h ’garen sellet heolig Doue, 
Pa na oa kuzhet ma heolig-me. 

Keuz ebet. Met ur beleg santel 
Hogen ’c’houl’an-me a-raok mervel, 

’Vit na dremenin ket ’vel ur c’hi : 
Ha gant Doue ’in, pa n’in ganti. – 

Ken enkrezet soudard a Vro-Chall 
Ken a freuze kalon ar re all. 

Na deuas ket un tad kofesour, 
Me na lâran ket ur verc’hig flour ; 

Kofesour n’eus ket troadig ken skañv ; 
Hag un aezhenn vat war an dud klañv, 

Pa deuas eno an dimezell 
Hag he liv erc’h-gwenn war bez un ael 

Pe ’vel ar bleunioù en ur vro yen 
’Lec’h an avel goañv ’c’hwezh da viken. 

D’he div c’hoar en ur skuilhañ daeroù 
A lâre un nebeud a gomzoù : 

– O klevet hemañ am eus truez 
Truez ha glac’har ’leizh ma ene, 

O klevet hemañ o kimiadiñ, 
Rak eus Bro-Chall ’meus soñj, emezi. 

Daeroù ’skuilhe ’vel ur Vadalen ; 
Ar yaouankañ ’komzas evel-henn : 

Diwezhad, ma c’hoar, eo kaout truez, 
Ar glac’har pa ve kou’et* en ene.    [evit kouezhet] 

Un deiz ’diwiski da yaouankiz 
’Vel da vrozh kaerañ e nevez giz 

D’an abardaez, goude ar gouelioù. 
Glas ’int bet, ’raok gweñvañ, an delioù ; 

Pa gouezhont, eus ar c’hoad ’deu an holl : 
Ha pa’z ay da yaouankiz da goll, 

Dit an dud yaouank na kounfont ken. 
Neuze, ma c’harig, ar binijenn. – 

Ar verc’h yaouankañ ’gomzas ’vel-se, 
Hag he mouezhig leun a garantez. 

  III 

Petra ’rez war an doenn mein glas, 
Aze, ma c’houlm, ha n’eo ket deiz c’hoazh ; 

Eus da gerc’henn ul lizher ’dougez,
Eus pelec’h ’ta, ma beajerez ? 

Bremañ-sonn e korn an oaled pri 
’Oa sioul ur gevnidenn o steuñviñ : 

Hirie, ’michañs, ’d-ay ur c’heloù fall, 
Ar c’heloù-mañ eus ma c’henvreur dall. 

Ma c’houlmig, kemer da nij uhel 
’Dreuz an heol, n’eo ket da Vreizh-Izel ; 

Da’m c’henvro kas ar son ’meus savet 
’Vitañ e Pariz, ar gêr vrudet, 

E Pariz, ken pell eus Koad-an-Noz 
Hag eus ’n ifern zo d’ar baradoz. 

Kae ’lec’h ’vel kelien e laezh troet 
A varv an dud, met ’int frealzet. 

Ha d’an distro, un deiz mar karez 
’Tu ar c’huzh-heol ’niji, goulmig kaezh. 
 
    –

L’ambulance dont il est question ici, a été fondée dans une ville de Roumanie, par suite d’une épidémie d’ophtalmie dans l’armée russe [N.Q.].

Vous êtes ici

Livre

Annaig (14) : D’ur c’henvreur
association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix