Mirouer de la Mort (le) (17) : chapitre I « de la mort corporelle » (vers 527 à 562)

Ha penaux en vn dez, ho deves dellezet,
Bezaff diz bizuicquen en ancquen ha penet:
En poan gant Sathanas, allas da bout gloaset,
A faut doen pynigenn, en glen quent goufen bet.

An brassaff poan hanuet, eu bout hep guelet doe,
Ha bout priuet è Tron, ha vision hon Roe:
Ha bout priuet certen, bizuicquen gant enoe,
An madou á tizsemp, her drez visemp en ploe.

Rac se pan queffomp spaç, dellezomp au graçou,
Pynigenn dyuennomp, ha lesomp an pompou:
Hogos arriu e’n heur, han feur hon gousperou,
Ha maz renter dymp prop, glout ha sobr hon gobrou

Hep sy Ieremias, ouz comps allas asquet,
En person an re claff, ouz gouzaff bout daffnet:
A lauar guyriou does, maz vent compoes poeset,
Reuocatif dimp oll, rac aoun na vemp collet.

Lauaret ara splann, tremenet eo an haff,
An eaust medest he stat, hac amser an hadaff:
Ha ny en poan manet, pepret da morchedaff,
Hep hon bezaff saluet, gant Roe’n bet á credaff.

Lenn arer ha prezec, á vn marchec hegas,
A descueze drouc scuezr, hac aïoa pechezr bras:
Dan Pap Alexander, seder ez referas,
E viçou quent paoues, hac en ho confessas.

Heman nendeurie scaff drez leaff quentaff tenn,
A oboissaff lig da ober Pinigenn:
Na quemeret ancquen, euyt he doen en glenn,
Dre mazoa obstinet, pepret en drouc credenn.

Ha pan guelas an Pap, hep comps goap na fablou
Na quemerse (hallas) pinigenn bras hasou:
Ez gourchemennas scaff, dezaff quent muy caffou:
Ez quemerse certes, oar é bes vn besou.

Dezaff ez ynjointas, ne fallas an trase,
Pep eur ha pep quentell, á quement maz guelse:
Ez prederse meruell, quen tiz ma en selse,
Hep gouzout lech nac heur, nan feur nos na beure.

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
57, rue Guy Le Normand,
29600 Plourin-lès-Morlaix