Alan al Louarn (04) : Eil pennad
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

GWENVAR, EVEN, KRABAN, ur C’HOUER

    Kraban a zegas ar c’houer, gwad ha labez holl, freget e zilhad, diskabell, diarc’hen.

KRABAN
                                 Demat deoc’h, aotrounez !

GWENVAR
Nag a-nevez, Kraban ?

KRABAN 
                                            Sed amañ ’r wirionez : 
Ranket ’meump digeriñ an nor-dal d’an den mañ ; 
Anez, a oa paket gant nav pe dek Norman, 
O redek war e lerc’h evel chas kounnaret. 

GWENVAR 
Aet ’int kuit ? 

KRABAN 
                          N’int ket holl : unan ’meump diskaret, 
Diwar gorre ar c’hleuz, ur pezh maen war e gein, 
Hag en deus her friket evel un aval brein. 

GWENVAR 
Ha te, va mignon paour, peseurt az tevoa graet, 
Pa deuent war da lerc’h ken c’hoantek all d’ar red ? 

AR C’HOUER 
Tud ken garv, kont veur, n’hoc’h eus gwelet biskoazh ; 
Devet va zi, lakaet ac’hanon war an noazh, 
Lazhet gante va gwreg ha va bugaligoù, 
’Doa c’hoant ober ivez tan gant va relegoù, 
Hogen, tapet am boa krog em fenn-bazh derv, 
Taolet war an dachenn tri pe bevar marv ; 
Hag, anez oa torret ar vazh ’tre va daouarn, 
’Vijent deut holl ganin, daoust da dir nag houarn, 
Kement ma oa kresket va nerzh dre ar gounnar 
O wel’t korfoù va zud ledet war an douar. 
Drailhet am bije c’hoazh daou pe dri gant va dent ; 
Met soñj a deuas din na oa ket hir an hent 
Da zont betek amañ da c’houlenn degemer, 
’Lec’h chom en o galloud evel ur c’hemener. 
Kaer o deus bet redek gant mall war va roudoù, 
Netra ’deus gounezet ’met va zog, va botoù, 
Hag un tamm kroc’hen bennak diwar va fenn. 

GWENVAR 
Te zo, deus a welan, ur gwaz d’en em difenn. 
Chom ganeomp : amañ ’vi armet ha kempennet, 
Hag hepdale ’paefomp da zle d’an Normaned. 

AR C’HOUER 
Ho trugarez, Gwenvar ; setu pezh a glasken : 
’N un terriñ pennoù bloc’h a vevin va anken. 

    Ar c’houer ha Kraban a z-a e-maez, ur manac’h a z-a kerkent.

Vous êtes ici

Livre

Alan al Louarn (04) : Eil pennad
association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix