Kristof (17) : Eil lodenn, I diviz
Remarque(s): 
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

[OFFERUS, AR MABIG JEZUZ]

OFFERUS azezet, e-unan e traoñ ar groaz 
Setu va labour graet, evit an devezh-mañ, da vihanañ. Ouzhpenn ugent den am eus douget hiriv, a-dreuz d’an dour, war va divskoazh, hep anaout hini ebet anezho. Daoust din d’en em gaout, bemdez, gant kement all a dud, emaon ganin va-unan atav. Va mignon kozh an ermid a zo marv. A-raok mervel, soñj am eus, en deus kroget em dorn, o sevel war-zu an neñv e zaoulagad leun a sklêrder. O sellet ouzh an neñv. Ha setu an neñv-se m’emaout ennañ, va mignon karet. Setu an neñv-se o lugerniñ gant mil ha mil steredenn aour. Skuizh ’on, skuizh-marv. Vat a rafe din ur c’houskedig bihan. Offerus a gousk. 

AR MABIG JEZUZ er-maez 
Offerus ! mevel Doue, deus da’m c’herc’hat. 

OFFERUS o tihunañ 
Petra ’ta ? oc’h huñvreal emaon. Ur vouezh flour am eus klevet o c’hervel ac’hanon. Kousket a ra adarre. 

AR MABIG JEZUZ er-maez 
Offerus ! mevel Doue, deus da’m c’herc’hat. 

OFFERUS o tihunañ hag o sevel 
N’eo ket huñvreal eo am eus graet en taol-mañ. 
Deomp da welet. Offerus a ya, hag a zeu en-dro diouzhtu. Den ebet. Klevet fall am eus, a dra sur. En em astenn a ra adarre, e traoñ ar groaz, hag a gousk. 

AR MABIG JEZUZ er-maez 
Offerus ! mevel Doue, deus buan ’ta, deus da’m c’herc’hat. 

OFFERUS o sevel 
Ur vouezh a glevan adarre, kreñvoc’h eget a-raok. Sevel a ra, hag a zeu en-dro diouzhtu dorn-ha-dorn gant ar mabig Jezuz. Petra a fell dit va c’haezhig karet ? 

AR MABIG JEZUZ 
Tremen an dour-red-se war da zivskoazh. 

OFFERUS o lakaat ar mabig war e zivskoazh 
Aes eo, mignonig, skañv ma’z out evel ul labousig eus an neñv. Deus. Offerus a ya a-dreuz d’an dour. Krommet eo dindan pouez ar bugel. Taol evezh ’ta ! Na bouez ket evel-se warnon. Krommet eo muioc’h-mui. Klev ’ta adarre, bugel kaezh ; emaomp o vont da veuziñ hon-daou, ken pounner evel ma’z out. Offerus, skuizh-bras, en em gav en tu all d’ar stêr, hag a laka ar bugel war an douar. Sell ’ta ! Penaos e c’hell bezañ ken pounner ur paotrig eveldout ? Me a grede din edo ar bed war va divskoazh ! 

AR MABIG JEZUZ 
Kement-se n’eo ket souezhus. Dougen ez peus graet ar bed, ha gwellañ zo, an hini en deus her c’hrouet. Me a zo ar roue Jezuz-Krist, m’emaout oc’h e glask. Me zo da Zoue ha da vestr. 

OFFERUS 
Va c’halon a drid gant levenez an neñvoù. 

AR MABIG JEZUZ o c’hoari gant krogenn sant Jakez a zo a-istribilh ouzh gouzoug Offerus 
Perak ez peus ar grogenn vrav-se a-istribilh ouzh da c’houzoug ? 

OFFERUS 
Evit tennañ dour eus ar stêr, da evañ p’am eus sec’hed. 

AR MABIG JEZUZ 
Me ’fell din he c’haout ; met re vras ’out. Ne c’hellan ket he distagañ. En em strink war da zaoulin. Offerus en em strink war e zaoulin. Ar Mabig Jezuz a zistag ar grogenn, a laka ur banne dour eus ar stêr e-barzh, hag a skuilh anezhañ war benn Offerus. 
Offerus ! me az padez en anv va Zad, hag em anv-me va-unan, hag en anv ar Spered Santel. Diwar-vremañ, ne vezi mui galvet Offerus. Graet e vezo ac’hanout Kristof, da lavaret eo an hini en deus douget ar C’hrist. Mevel Doue, te zo benniget da viken. 

OFFERUS o pediñ a greiz kalon 
Ne d-a ket kuit c’hoazh, roue va ene, Doue va c’halon ! ne d-a ket kuit. 

AR MABIG JEZUZ o vousc’hoarzhin 
Ne c’hellan ket chom pelloc’h. 

OFFERUS 
Ha peur, hag e pelec’h e welin-me neuze da zremm ha da zaoulagad ken skedus, bugelig laouen ha karantezus ? 

AR MABIG JEZUZ o vont kuit gouestad, war e gil, en ur sellet ouzh Offerus gant ur mousc’hoarzh. 
Er baradoz ! 

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix