Mab foran (ar) (24) : Eil lodenn, XX diviz
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

MESRAIM, AR C’HLASKER-BARA, AR PAOTRIG

AR C’HLASKER-BARA
C’hwi a zo ar c’hlac’har en ho taoulagad, den paour. C’hwi a zo klañv, a gav din.

MESRAIM
Ya, gant an naon.

AR C’HLASKER-BARA
Mat ; n’ez eus ganeomp nemet ur greunenn vara ; met a wir galon eo e roimp deoc’h un tammig anezhi.Ar bugelig a ro un tamm da Vesraim.

MESRAIM
Mil ha mil bennozh Doue warnoc’h. C’hwi a ziwall ac’hanon diouzh ar marv. Sellit pizh ouzhin. Na’m anavezit ket ?

AR C’HLASKER-BARA
Eo da. Fresk bev eo c’hoazh ar soñj ac’hanoc’h em fenn.

MESRAIM
Perak ’ta, neuze, kement a vadelezh, evidon, eus ho perzh ? Me zo bet fall-meurbet, evidoc’h, warlene, ha c’hwi a zo mat eus ar re wellañ, em c’heñver, hiriv. Un dra eo na c’hellan ket da gompren.

AR C’HLASKER-BARA
N’on ket souezhet. Den ebet ne c’hellfe her c’hompren kennebeut na c’hwi. Met me, reuzeudik ha dister, me, pec’her paour eveldoc’h, am eus, pep an amzer, n’ouzon ket perak, ur beradig sklêrijenn bennak diwar-benn an amzer da zont.
Pa vezo diskennet, en hon touez, an Hini ma’z eo ar Brofeded war c’hed anezhañ, hennezh a savo al lezenn nevez-mañ : grit vad d’ar re a zo bet fall evidoc’h. Rak-se eo em eus roet deoc’h an tammig bara en deus ho tiwallet diouzh ar marv.

MESRAIM
Va c’halon a drid, den Doue ! Goulenn a ran diganeoc’h ma vin lezet da boket d’ho krouadurig koant. Karet a ran anezhañ.

AR C’HLASKER-BARA
Ur wir blijadur a vezo evidon. Pokit dezhañ hervez ho c’hoant. Mesraim a bok d’ar bugelig. Ha bremañ, kenavo. Ho lezel a ran dindan skoazhell an Aotroù Doue. Ar c’hlasker-bara hag e baotrig a ya kuit.

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix