Mab foran (ar) (17) : Kentañ lodenn, XIV diviz
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

MESRAIM, AR C’HLASKER-BARA, AR PAOTRIG

AR C’HLASKER-BARA
Un tammig bara din, mar plij, aotroù mat, en an’ Doue.

MESRAIM
Bara ? Bara ? Ne roer bara nemet d’ar re a labour, pezh didalvez. N’eus bara nag evidout nag evit da louarnig lous.

AR C’HLASKER-BARA
N’on ket evit labourat, aotroù mat, kozh ha klañv evel ma’z on.

MESRAIM
Gaouiad ma’z out. Ar re glañv a chom en o zi. Kae da’z toull, ki kozh ! boued ar gounnar ! Kae ’ta !Bountañ a ra ar paour ha skeiñ gant ar paotrig. O c’has kuit a ra gant krizder.

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix