Annaig (26) : Er vered
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

E kornig ar vered, eus al lec’h ma weler 
Ar mor oc’h eonennañ tro-war-dro d’ar reier, 
El lec’h ma par an heol, a-dalek ar beure, 
          War douar ar re varv, 
          Da c’hedal ar mare 
Ma savint, en un taol, eus a varv da vev, 
E skeud ar bokedoù goloet holl a c’hwenan, 
Er bez war behini n’eus ket laket ur maen, 
          Eus he c’housk diwezhañ 
          E kousk va c’harantez, 
          Ar gentañ mignonez 
          Em eus bet er bed-mañ. 
          En ul lenn war he c’hroaz 
          Un oad hag un anv, 
          Unan, ken berr, siwazh ! 
          Hag egile, ken brav ! 
Va c’halon baour a rann, rak anezhi, bepred, 
Ar soñjezon dener a deu ’barzh em spered, 
Ha biken ne varvo, keit ma c’hallin dalc’her 
Er bed-mañ, gant ar vuhez, un dra bennak a ger. 
Ya, keit ha ma vevin, e welin em c’hichen, 
E-tal aod an Arvor, e geot berr an tevenn, 
Va c’hentañ karantez da behini, siwazh ! 
E lavaren neuze, p’oamp ken eürus c’hoazh : 
« Ya, te ’vezo va fried, mignonez, bez hep aon, 
Lak da zorn em hini, da dal war va c’halon, 
Ya, me ’dou dirazout, dirak Krouer pep tra, 
Eo te, goude va Doue, va c’harantez vrasañ. » 
Hag hi, leun a fiziañs, a responte neuze : 
« Va mignon, me da’z kred, pa’z eo gwir dirak Doue 
E touez da’m c’haret, evel ma kar ur pried, 
Gant ur galon atav distag diouzh pep pec’hed, 
Gant ur galon a dro d’ar mad, d’ar feiz hepken, 
E-kreiz al levenez ’vel e-kreiz an anken. » 
.......................................................................
Gwelit div goulmig wenn, un devezh kaer a vae, 
O c’hournijal en aer, ken seder ha ken gae ! 
A-hed kement traonienn, a-us kement menez ; 
E-pad ma c’hournijont, e-kreiz al levenez, 
Ne ouzont ket ez eus ur chaser digalon 
Oc’h o gedal, du-hont, e-kichen ur c’hoad don. 
Hepdale trouz un tenn a glever en heklev ; 
Ar barez zo tizhet gant taol kriz ar marv ; 
He c’halonig, siwazh ! gant ar plom zo drailhet, 
Hag he lagad ken lemm, kerkent, a zo klozet ; 
He gouzoug bremañ ’laosk, a-istribilh he fenn, 
He divaskell ivez, eus an Neñv e tiskenn 
Evit kouezhañ d’an douar, beuzet holl en he gwad, 
He buhez kaer, da viken, aet en un huanad. 
Spontet holl, he mignon, er c’hoad a zo nijet, 
Hep gouzout mui, siwazh ! pelec’h en em guzhet, 
Hag en noz e klever en draonienn, er menez, 
Klemmoù truezus ar par, o ouelañ d’e barez. 
.......................................................................
Ni ’yoa eürus hon-daou d’en em garet, 
Da soñjal e vijemp, un devezh, dimezet, 
Ur fiziañs vras, ouzhpenn, hon doa da vevañ kozh, 
Ma kavemp ar bed-mañ kaer ’vel ur Baradoz. 
          Ar gwez uhel, er c’hoadoù, 
          Goloet holl a zelioù, 
          A-dreuz geot ar pradoù 
          ’Hirvoud an dourigoù, 
Gant sklêrijenn an heol an houlennoù gwenn-kann, 
Mouezh al labous er c’harzh ha kan ar grilh el lann, 
En ur ger, kement tra : kan, hirvoud, sklêrijenn, 
A frealze va c’halon, ya, kement, ma rofen 
Kant vloaz buhez, ’vel houmañ, ’vit ur bloaz, ’vit ur miz 
Da dremen c’hoazh ganti, ’vel en hor yaouankiz 
Setu perak, siwazh ! daoulinet war ur bez, 
Evel ar goulmig wenn me ’ouel va c’harantez, 
E kornig ar vered, eus al lec’h ma weler 
Ar mor oc’h eonennañ tro-war-dro d’ar reier, 
El lec’h ma par an heol, a-dalek ar beure, 
          War douar ar re varv, 
          Da c’hedal ar mare 
Ma savint, en un taol, eus a varv da vev.

Vous êtes ici

Livre

Annaig (26) : Er vered
association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix