Tan war c’horre Kemenez
Source : 
Dans le recueil de nouvelles intitulé « Geotenn ar Werc'hez », Al Liamm, 1957
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

    Un ugent vloaz bennak abaoe ma rede mor etre Konk-Leon hag ar Garreg Du evit kas ha degas gedourien an tour-tan, biskoazh n’en doa ar C’herfriden kavet da enebiñ, kement hag an devezh-se, ouzh an amzer fall. Hag ouzhpenn, gant ur vorenn Kerzu o tiskenn, e nozas gwall abred, ha ret e oa d’ar moraer teurel ar brasañ evezh evit loveal dizroug etre ar sklosennoù ha sklêrijenn an tanioù.
    Setu ma ne c’hellas ket, daoust ma savas c’hoant dezhañ, distreiñ diouzh e hent war an distro, ha lakaat penn war enezenn Gemenez a save diwar he gorre en noz o tont, evel ruzelennoù un tan-gwall.
    Ne c’houlennas ket digant e vab, gourvezet war ur fard kerdin e diaraog ar vag, petra ’dalveze an tan war c’horre an enezenn, rak ne ouie ket hiroc’h egetañ, na digant ar gedour a zegase da Gonk, rak ouzh e welout alvaonet, e oa aes d’ar sturier gouzout ne oa hini anezho o-zri evit ober d’ur goulenn ur respont dereat.
    Sellout a rejont an eil ouzh egile, souezhet, ha pa ne gomze den, hini ebet ne c’houlennas tra.
    Kerfriden, evelato, a oa heskinet e spered ha, panevet an houlenn o stlakal ouzh beg-araok ar vag hag ar vag o vont war he c’hant gant bountadennoù avel er gouelioù, e vije bet moredet e zorn war loc’h ar stur.
    Goude ma voe aet a-ziwar weled enezenn Gemenez, evel ul lestr, an tan-gwall enni, o c’houelediñ er mor,ar gedour a lavaras :
    – N’emañ ket enaouet gwall-bell ’zo an tan-gwall, rak ar mintin-mañ e oa sklêr an amzer, hag eus lein an tour-tan, dre hol luned, n’hon eus-ni merzet tra.
    Ne ouie ket muioc’h an dud war-lerc’h ar c’homzoù-se.
    Kerkent ha ma’z erruas ar vag e porzh Konk, Kerfriden a gemennas d’e vab eoriañ anezhi tost d’ar c’hal ha kemer al levneged, pesketaet e-tal an tour-tan, – eno e vez kavet al levneged ar saourusañ, – evit o c’has d’ar gêr ; hag eñ a yeas war-eeun da di an archerien.
Eus an tornaod, an archerien a glaskas en aner gwelout tan du-hont er mor. Edo an noz o klozañ hag a-boan ma wele al lagad pelloc’hik eget tan-difiñv Kermorvan. Soñjal a rejont e oa un tan-gwall.
    Antronoz vintin e teuzas ar vorenn, hag enezenn Gemenez a darzhas en dremmwel, izel ha noazh, evel ur pesk o neuiñ war c’horre an dour. Na tan na mogedenn war he gorre. Kerfriden a soñjas neuze, evel m’o doa soñjet an archerien, e oa bet neizheur un tan-gwall hag e oa bet devet spis ha raz ti an itron Foll.
    Teuzet ar vorenn ha reizh ar mor.
    Hogen war-dro kreisteiz, pesketaerien o tiskenn er porzh evit mont da lakaat en dour kevell kranked, a welas ur vogedenn war c’horre Kemenez hag e-kreiz ar vogedenn flammoùigoù par da elfennoù, a-bell.
    Gwall nec’het en em gavas ar archerien. Hep mar ebet, e oa c’hoarvezet darvoud e Kemenez, rak tan war c’horre an inizi, a zo evel ar banniel du war lein an tourioù-tan, hag a ro da c’houzout eo c’hoarvezet ur gwall zarvoud bennak. Mestr an archerien, ar wech kentañ dezhañ klevout anv eus seurt tra, ne ouie ket gwall vat petra ober, mont da Gemenez pa chom hep mont, pa voe gwelet ur vagig he gouelioù digor o tont eus tu an enezenn.
    Bag ar Foll an hini oa.
    An itron Foll brudet en holl inizi, a veve gant ur mab nemetañ, e Kemenez, gant un ugent bezhiner bennak, lakepoded ha forbaned deut di da labourat pell diouzh archer ha barner.

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix