Yun
Source : 
Dans le recueil de nouvelles intitulé « Geotenn ar Werc'hez », Al Liamm, 1957
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

    Yun a veve gant e vamm-gozh en un ti paour, war gorre un dorgenn dizarempred. Gwelet e veze o hedañ ar c’hleuzioù, o tastum bodoù sec’h diwar an douar, pe, azezet er gwasked, o tommheoliañ.
    Yun a veve pell diouzh an dud. Tremen a rae an diskar-amzer hag ar goañv hep diskenn zoken en draonienn, betek ar stêr. A-wechoù koulskoude, pa glañve ar vamm-gozh,  ha ret dezhi chom war he gwele gant ar remm, Yun a yae, bep lun, d’ar vorc’h, da gerc’hat ur bara a bemp lur. Mont a rae, avat, dre wenodennoù pe a-dreuz an douaroù, gant aon en em gavout, en hent, gant unan bennak. Melegan, mentet kaer, daoulagad dilufr dezhañ, ur varodenn rouez war gorre e vuzell, ha, war e elgezh, ur vlevenn pe ziv, Yun a oa diskiant ha lent. Oadet e oa a dregont vloaz, ha n’en doa graet anaoudegezh nemet gant an avel arnev ha gant heol an torgennoù. D’an noz e selaoue kan ar garmelod.

    Un abardaez hañv, edo azezet el liorzh. An heol, o tiskenn a-dreñv Koad Luzeg, a ruzie ar soulegoù. Mogedenn wenn an abardaezioù tomm a c’holoe ar stêr. Edo difiñv an amzer. Er gwez, al laboused a roe peoc’h.
    War dorgenn an tu all e safrone un dornerez. Poultrenn ha pell alaouret a nije dreist an evlec’h. Paotred bagol a youc’he.
    Yun a selaoue.
    Ur vodenn gelenn a drouzas a-dreñv e gein. Yun a savas trumm. Seza a oa dilammet dre ar riboul hag a oa dirazañ.
    – A’ ta ! Yun, tizhet ’out bet ganin !
    Yun a sellas outi.
    – E piv edos o soñjal ? a c’houlennas ar plac’h yaouank. En ur bennhêrez, moarvat.
    Daoulagad Yun a skedas.
    – Sell ! Yun, ha dont a ri da zornañ warc’hoazh, e-lec’h chom amañ, war beg an duchenn, da zigeriñ da c’henoù ?
    Yun ne respontas ket… Ur plac’h yaouank a gomze outañ hep ober goap.
    – Berr e kavi da amzer. Selaou du-hont…
    Yun a bare e zaoulagad war an dorgenn. Lavarout a reas :
    – N’ouzon ket dornañ.
    – Deskiñ a ri, eme Seza. N’eo ket diaes dibellañ pe skubañ leur.
    – Ha c’hwi a vezo ivez o tornañ ? a c’houlennas Yun.
    – Sur e vezin : an dornadeg a vezo e ti va zad. Dont a ri neuze.
    – Ma ! eme Yun.
    Hag e tistroas e benn.
    Seza, mall warni, a ziskennas dre ar wenodenn da vont da glask dornerien all.
    Yun a selle outi.

    Seza a bedas gwazed, a bedas merc’hed.
    – Yun a zeuio da zornañ, emezi, en ur c’hoarzhin.
    Hag ar baotred hag ar merc’hed yaouank dizalc’h a lavaras dezhi e vijent aet ivez.
    Pa voe tavet an dornerezed, Yun a zistroas d’an ti. A-boan ma pismigas e voued. Ne gouskas ket mat. Pedet e oa bet da vont war zevezh, evel ur gwaz all…
    Abred e savas, ha d’e vamm-gozh o c’houlenn digantañ da belec’h edo o vont, e lavaras :
    – Da zornañ !…

    War al leur e oa tregas.
    – N’emañ ket skouer ar warenn.
    – Re izel.
    – Lak sav dindani.
    – Laoskait an tousegi.
    – Uheloc’hik.
    – Aze ! Mat emañ.
    – Piv a vo paotr an horzh ?
    Paotred a dostaas.
    Brumenn c’hlas ar mintin a save diouzh al liorzhoù, hag, etre div wrac’hell, e paras an heol.
    Lan ar C’hor, perc’henn an dornerez, a lavaras :
    – Bremaik e vo tomm deomp.
    D’an ampoent, edo Yun o tegouezhout.

    Yun a oa savet dezhañ c’hoant labourat ! Degemeret e voe gant c’hoarzhadeg an holl. Div skubelenn, unan vezv hag unan gelenn a oa gantañ war e skoaz. Den ne glevas Seza o c’hervel d’an dijuni.
    – Ha ! ha ! Yun, eme Lan ar C’hor, ne vanke nemedout. Ar strapennoù a chom da blantañ hag e oa ezhomm ur paotr start. Mar n’out ket mogn, troad ar morzhol a zo diberc’henn.
    – Yun n’eo ket deut amañ da labourat, te !
    N’eo ket deut da labourat ! Yun a ya war e lent. Chom a ra a-sav, e-kreiz al leur.
    – N’emañ ket en imor hiziv, eme unan.
    – Ret eo dezhañ diskuizhañ eus e bourmenadenn, a lavaras un dorner all.
    – Yun a daolas war an douar e ziv skubelenn hag a dostaas. Kregiñ a reas en horzh. Sevel a reas ar benveg a-us d’e benn hag e skoas gant e holl nerzh. Ha torret ar strapenn !
    – Ur gwaz ’out, Yun, eme Seza, en ur zont war al leur.
    – Arabat skeiñ muioc’h, eme Lan ar C’hor, pe e rankimp mont d’ar c’hoad, da gerc’hat strapennoù all. Kerzh da zebriñ da voued, Yun, naon a zo deut dit pelloc’h.
    Yun a ziskrogas diouzh an horzh. Sellout a reas ouzh ar C’hor gant daoulagad leun a zour. Rann-galon pe kasoni.

    An dornerien a zo debret ganto o dijuni. Staget eo ar c’hezeg. Mirc’hed ar c’hirri a c’hwirin ouzh ar c’hezekenned. Paotred ar skol a youc’h war lein ar wrac’hell ha drammoù a ruilh d’an traoñ ; an diereerien a daol war an daol. Lan ar C’hor, boueter an dornerez, a laka ur malan dindan e dreid evit kaout muioc’h a sav.
    – Tro dezhi ! emezañ.
    Paotr ar c’hezeg a denn tennoù gant e skourjez. An dornerez a roc’h.
    Kerken ma’z eo dornet an drammoù kentañ, Lan ar C’hor da hopal :
    – Hôôô !… N’emañ ket kompez an dornerez.
    Neuze, e-kreiz al leur, ur skubelenn vezv gantañ war e skoaz, Yun a ziroll da c’hoarzhin, da c’hoarzhin da vougañ.

    Yun a ra kement a vez lavaret dezhañ ober : dibellañ, ober skoilh gant e droad d’an dougerien plouz, sammañ o sac’hadoù d’an dougerien greun, treiñ an hejerez, a-bennadoù ; dieren, teurel war an daol, tennañ digant an dornerez ha rozellañ war ar bern. An dour-c’hwez a ver puilh diouzh e dal.
    Seza a lavar dezhañ :
    – Re e labourez, Yun ; arabat labezañ da gorf, evel-se.
    – Yun a zo ur marc’h, eme ar Salioù.
    – N’eus ket ur gwaz par dezhañ war al leur, eme ar Jaouen.
    Ha Lan ar C’hor :
    – Yun !… Deus amañ da deurel war an daol !
    Ha Yun a daol war an daol, hag eñ e-unan o tieren.
    – Skourjez d’ar chezeg, mallozh ruz ! a c’harm Lan ar C’hor.
    An dornerez a groz, ar greun a skrij ouzh ar potin, ar siminal a zislonk poultrenn ; kanastelloù an hejerez leun a blouz a zo start da dreiñ ; an dougerien a c’houlenn dougerien all.
    Yun a daol war an daol… Hogen, kerkent dispaket ur malan emañ sachet gant an daboulin. Dramm-ha-dramm ez a ar c’herc’h er c’houfr, ha, goude pep dramm, e tregern, goullo, an dornerez.
    – Hei ! eme ar C’hor.
    Yun a dorr an ereoù, gant e zaouarn, a daolioù treid.
    Ar salioù a sil un dra bennak e skouarn ar boueter.
    – Va dornerez a zo nevez, a zo respontet dezhañ.
    Ha daou zramm e genoù an dornerez, ken e term.
    Ar c’hezeg a eonenn gant ar wakol hag a sugelloù. Un dorner a hop :
    – Kerc’h d’ar c’hezeg, ha da evañ d’ar baotred !…
    An ozhac’h a gemer un dornad plouz diouzh an hejerez hag a vrall e benn.
    – Drailhañ plouz nemetken !
    Ar wreg a zegouezh gant ur voutailhad hini kreñv.
    Yun a azez. An dour-c’hwez a roudenn e zremm poultrennek. Seza a zeu d’e gavout :
    – Skuizh ’out, emezi.
    – Ya, eme Yun.
    – Arabat labourat re. Bremaik e teui ganin da hejañ plouz.

    Ha d’ar c’hrogad all, Yun a gemeras ar forc’h koad hag a hejas plouz gant ar bennhêrez. Hag ar bennhêrez a gane :

    Me am eus kavet, ur mintin,
    Un durzhunell eus ar bloaz-mañ…

    An dornerez a droe ingal. Paotred ar rozelloù a eilbike merc’hed ar restell ; troer kozh ar wenterez a rae outo luchadennoù hag a c’hoarzhe gant e c’henoù dizant :
    – Hi ! Hi !

    An dornerez a zo tavet, ar baotred a zisparl o c’hezeg ha, goude o dourañ, o stag dindan an avalennoù gant o bec’h melchon dirazo. Paotred ha merc’hed a zo chomet da zibellañ, da verniañ ar greun ha da zistlabezañ al leur. Lan ar C’hor a lard rod vras an dornerez.
    – Yun, emezañ, lard melen a lakfe barv da ziwanañ dit.

    An dornerien o deus debret o lein. Darn er porzh, a zebr un tamm bara gant un drailhenn gig, darn all a zo gourvezet a-c’hwen o c’hein pe war o c’hof, e disheol ar gwrac’helloù. Ar c’helien a flemm, gwenan a safron er bodoù skav, gwesped a nij el liorzh, en-dro d’an avaloù bleudek.
    Yun en deus lonket buan e damm bara ; emañ azezet war ur piler-maen, ouzh harp an ti ; n’en deus ket kredet mont d’ober ur gourvez. Seza, azezet en e gichen, a zo kroget da varvailhat gantañ.
    – Petra e kanin dit, an taol-mañ ? emezi.
    – Ar son hoc’h eus kanet din bremaik, a respont Yun.
    Ha Seza a ganas :

    Me am eus kavet, ur mintin,
    Un durzhunell eus ar bloaz-mañ,
    Ha bremañ, bemdez e kan din,
    An durzhunellig a garan…

    Pa voe echuet ganti, Yun a lavaras :
    – Brav eo ! Me a garfe gouzout kanañ ivez.
    – Ma karez e vo desket dit. Deus warc’hoazh d’abardaez da foenneg ar stêr ; pa in da gerc’hat ar saout e teskin dit :

    Me am eus kavet, ur mintin,
    Un durzhunell eus ar bloaz-mañ…

    – O ! paotred, debret o deus ar c’hezeg o c’herc’h.
    – Sell ! Yun ne ra ket e gousk ae ?
    – Chomet eo d’ober chiboud war e biler.
    – Penaos e teufe ar c’housked dezhañ pa ne zihun ket ? eme Lan ar C’hor.
    Hag adarre ! An teodad ne blijas ket da Yun. Kinnig a reas sevel.
    – Re abred, eme ar C’hor ; arabat kregiñ a-raok ma vo staget ar c’hezeg. Ma karez e teui ganin da lardañ dent ar rodoù !
    – Ha, ma karit, da vouetañ, a lavaras Yun.
    Hogen, ne loc’has ket, rak Seza he doa lavaret dezhañ :
    – Na respont ket Lan ; douget eo d’ober goap ha prim eo.
    Seza a gredas dezhi klevout Yun o c’hoarzhin.

    Ar merc’hed a sav ; skoulmet o deus ul lien war o fenn evit diwall o blev diouzh ar boultrenn. Hern ar c’hezeg a stok ouzh ar barrenoù houarn, melloù ar chadennoù a sklint, kraponoù ar sugelloù a sko ouzh kraponoù ar sparloù ; ur plac’h hag ur paotr en em dag war zigarez ur mouchouer.
    Yun a sav ivez. Sellout a ra ouzh e di, war an dorgenn. Echu eo e zevezh gantañ.
    Nemet, war al leur, un den a hop :
    – Pelec’h emañ Yun ?
    Mouezh ar C’hor an hini eo.
    Ned aio ket Yun d’ar gêr.
    Da gavout ar C’hor ez a ha goulenn a ra digantañ :
    – Petra zo ?
    Ar C’hor a chom souezhet.
    – Ar c’hezeg, emezañ, n’o dije ket kroget, mar ne vijez ket bet aze.
    – Te… te…
    Besteodiñ a ra Yun.
    – Te… te… a zo… un hejer plouz, eme Lan ar C’hor, o taneal.
    Ne lavar ket hiroc’h. Yun en deus graet warnañ ul lamm bleiz hag e zibradet ha taolet war an daol, e benn en a-raok.
    – Hei ! eme Yun.
    Ar c’hezeg a ra ur frapadenn ; an daboulin a loc’h.
    …Gwazed a zo dilammet hag o deus miret ouzh an darvoud.
    Yun a ziver ar gwad diouzh e zorn. Gouelañ ’ra. Seza a zo deut war e dro :
    – Deus d’an ti, emezi, ma vo lienet da zorn.
    Yun a ya d’he heul, mezhek. A-dreñv e gein, ar C’hor a razailh ; tri gwaz oc’h herzel outañ lakaat e zorn en e c’hodell.
    Yun en deus c’hoant dont war e giz.
    – Daonet !… a yud ar C’hor.
    Ha Seza a lavare da Yun :
    – Petra a oas o vont d’ober ? An dra-se n’eo ket mat.
    Yun a stouas e benn hag a lavaras :
    – Mont a ran d’ar gêr.
    – Gwell eo dit chom en ti…
    – N’em eus ket aon, eme Yun.
    Graet en deus anaoudegezh gant e nerzh.

    Yun a bigne gant ar wenodenn… En traoñ, un dornerez a voude dizingal. Skuizh bras e oa. Azezañ a reas hag e sellas ouzh ar stankenn. Pateriñ a reas un dra bennak :

    – Seza…

    Antronoz, d’ar mare eus an abardaez ma vez kerc’het ar saout d’ar gêr, Yun a ziskennas d’an draonienn.

    …Me am eus kavet, ur mintin…

    Hedañ a reas ar stêr ur pennad, hag ez azezas war ar geot, eus tu an dour. Er foenneg a-dreñv e taskirie buoc’hed ; un ebeul a zaoulamme en-dro d’e vamm.
    En tu all d’ar stêr, an heol a oa diskennet izeloc’h eget skourroù izelañ ar gwez pupli. Klouar e oa an amzer. Du-hont… kroz ar skluz. Marv e oa tizh an dour ha ne dremene daskren ebet war ar gorre. Un nadoz-aer a oa moredet war ar c’hegid. En ur vodenn haleg, ur vilfig a c’houlenne glav.
    Ha bep ur mare, Yun a droe e benn.

    Me am eus kavet…

    Ur mevel a zigoras kloued ar prad. Ar buoc’hed unan hag unan, ar gazeg, an ebeul a gemeras hent ar c’hraou, en noz o tont.
    …………………………………………………….
    …………………………………………………….
    Ar skluz hepken a drouze en draonienn. Etre delioù ar c’hegid, Yun a welas ar stêr o wennaat, o lugerniñ. Al loar a baras en dour.
    Yun a en em gavas genaouek.
    Digarez da c’hoapaat a vezo kavet adarre.
    Sevel a reas.
    – Me ’lazho an den-se, emezañ.

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix