Pesketaer bihan (ar) (06)
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

    Ur martolod, e beg ar wern vras, a dlee leuskel ur griadenn, pa ne welje mui kern ar menez aou o steredennañ ouzh al loar a bare. Aet oa al lestr pell, pell-bras, pa glevas ar vartoloded holl un trouz spontus o tont war o lerc’h : an tei zimezell e oa. Re ziwezhad avat e oant en em gavet, rak ne c’helljont ket pakañ al lestr, e-pad m’o doa galloud warnezhañ. Trec’het ’oant bet ar wech-mañ.
    Neuze e voe klevet dre an avel ur vouezh skiltr o lavaret :
    – Eurus ’oc’h da vezañ aet er-maez eus va rouantelezh ; graet ez eus bt skol deoc’h, rak anez ho pije kresket va bandenn zeñved.
    Bremañ ar re-mañ a zistro buan ac’hano da Vreizh : ar mor hag an avel a oa mat dezho. Ha, p’en em gavjont war lenn ar porzh-mor, a belec’h e oant aet, e voe an holl souezhet o welet ul lestr aour ken bras o chom, hep gouelediñ, war ar mor.
    – N’eo ket eus ar vro al lestr-se ! a lavare an dud.
    Ha n’oa ket gaou a lavarent. An dud a oa e-barzh a oa avat ac’hano.
    Al lestr, diouzhtu ma voe en em gavet, a c’houlenn d’e welet ar roue hag e verc’h hepken. Evelato oa bet lezet a-raok da vont er bourk mestr bras al listri er porzh-mor-se.
    An daou zen yaouank all a oa distro ur pennad a oa evit doare rak o listri a oa e-kreiz al lenn. Evito avat n’edont ket eno : bez ez edont moarvat oc’h ober al lez d’ar briñsez, a-benn m’en em gavje hemañ, mab ar pesketaer.
    Pa voe kemennet d’ar roue ha d’e verc’h ez oa deut ul lestr aour hag ez oa goulennet da zont d’e welet gant e verc’h, houmañ a lammas he c’halon en he c’hreiz hag a lavaras :
    – Mab ar pesketaer eo en dro-mañ ! Me ’ouie ervat na deuje ket hennezh d’ar gêr goullo evel an daou all. Va zad ne grede ket ac’hanon-me, diwezhatoc’h e raio.
    Hag ar roue hag e verc’h oc’h en em gaout er porzh-mor. Klevet a eure* eno ez oa martoloded al lestr aour gwisket holl evel jeneraled, ha n’oa den evit lakaat kemm diouzh kemm etrezo.
    – Gwelet a raimp hepdale, eme ar roue hag e verc’h o vont.
    A-raok ar re-mañ oa bet an daou zen yaouank, o doa c’hoant da gaout ar briñsez, evit gwelet petra a oa, ha kaer o doa ne weljont netra,rak, pa’z ajont evit mont er vag, e voe lavaret dezho mont kuit,war zigarez n’oa ket i eo a c’heded. Neuze ar re-mañ a reas gwelloc’h : kemeret a rejont ur vag er porzh, ha mont ganti betek al lestr. Edont o pignat e-barzh, pa voent stlapet er mor ; beuzet e vijent bet anez tud ar ag a zastumas anezho hag o digasas d’ar porzh en distro.
    Neuze ez en em gav ar roue hag e verc’h er c’hae, e-kichen ar vag :
    – Boñjour, jeneral ! a lavar.
    – Me n’on ket jeneral, me zo martolod. Ha c’hwi piv ’oc’h ? emezañ.
    – Me zo roue ar vro-mañ, ha setu va merc’h.
    – Deu’t e-barzh neuze, eme ar vartoloded.
    Hag i diouzhtu etrezek al lestr. Dre ma tostaent, ez oant souezhet o welet pegen kaer oa korf al lestr, a oa aour, e wernioù diamant, hag e ouelioù hag e gerden seiz.
    – Na kaerañ pezh labour ! eme ar roue. Biskoazh n’em eus gwelet e bar !
    Neuze e pignjont el lestr hag e weljont ar vartoloded heñvel holl ouzh jeneraled.
    – Piv eo ar mestr el lestr-mañ ? eme ar roue.
    – Sad’ amañ an eil mestr ! eme ar martolod, o tiskouez an hini kozh ; ar mestr kentañ a zo en e gampr, aze, d’an traoñ.
    Merc’h ar roue, diouzhtu ma klevas, a ziskennas el lec’h ma’z oa lavaret, hag a yeas da guzhat a-dreñv an nor. Mab ar pesketaer, galvet da vont da gaout ar roue, a ya eus e gampr ha ne wel ket ar briñsez.
    Houmañ, diouzhtu ma voe pignet egile d’an nec’h, a ya er gampr, a glask dindan ar penn-wele hag a gav he c’hi bihan.
    Kregiñ a ra ennañ, ha d’ar red da gaout he zad, en ul lavaret dezhañ :
    – Sellit, va zad, setu va c’hi. Hemañ eo mab ar pesketaer hag a vezo va fried, mar kirit reiñ bremañ anezhañ din.
    – Bez ez pezo anezhañ, ne virin ket.
    – Bremañ, eme ar briñsez, e weled ervat e talv hemañ muioc’h eget an daou all, ha daoust m’ho poa roet dezhañ ul lestr kozh ha re nevez d’an daou-se, ez eo deut a-benn da gaout ul lestr na oar den pegement e talv.
    – Gwir a leverez, va merc’h. Un den eo mab ar pesketaer, evit doare. Bremañ, eme ar roue, n’eus ken tra da ober nemet kas al lestr d’ar porzh, reiñ d’an dud-mañ o gopr, ha c’hwi, va mab-kaer, emezañ, deuit ganeomp bremañ, ma vezo graet an eured.
    – Evel a livirit a zo mat ! eme vab ar pesketaer.
    Ha diouzhtu e voe kaset al lestr d’ar porzh, e voe laosket ar vartoloded goude ma voe bet gopraet mat pep hini anezho, ha dreist-holl ar martolod kozh. Hemañ a voe pedet gant mab ar pesketaer da zont ganto d’e eured, ha mont a reas.
    Ur fest a voe, am eus klevet, ne voe biskoazh fest eveltañ. An daou bried yaouank a voe eurus, ha neuze ar pesketaer, deut da vab-kaer ar roue, a voe roue war e lerc’h en hor bro.

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix