Arzhur Breizh (27) : Pempet arvest, I pennad
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

UR MANAC’H (GWILHERM AR C’HERREG e-unan, daoulinet)

Nann, biken didrubuilh na direbech ne vo
Kalon an torfedour ; biken peoc’h na gavo,
’Forzh pelec’h na pegeit e stlejo e chadenn.
Kaer am eus bet ’n em reiñ d’ar yun ha d’ar bedenn,
Lezel gant ar bevien kement danvez ’moa bet,
Kastizañ e pep giz va c’horf ha va spered,
N’a ket diwar va zro soñj an deiz divalav
Ma taolis an oanig da voued d’ar bleiz garv.
Biskoazh ab’oe n’em eus gallet serriñ lagad
Hep gwelet Arzhur Breizh, gourdrouzus, leun a wad,
O sevel e zivrec’h ’us da’m fenn ’n ul lâret :
« Te, Gwilherm ar C’herreg, ’n hini ’teus va lazhet ! »
Goût ’ouzoc’h koulskoude, Doue hollanaoudek,
Da bezh a zegouezhas me na oen ket kirieg,
Hag e pec’his hepken dre fiañs ’n un den fall,
Met dirazon va un’ ne vin ket didamall
Ken e klevin embann ar c’heloù dudius
Ma vo an duk Arzhur, dizere hag eürus,
Douget dre ho kalloud war dron e dadoù kozh,
’Vit sevel diwarnon, va Doue, ho mallozh,
Degasit, me ho ped, deiz ar Justis da ren,
Evit ma vo e bae muzulet da bep den
Hervez e labourioù hag e oberoù mat ;
Ne rofoc’h ket atav d’ar re drouk ha gaouiad
An trec’h war an dud fur, [e]eun ha karantezus ;
Ne vefoc’h ket a-du gant ur roue euzhus,
Kaset ha disprizet gant ar rouanez all,
Enep e niz Arzhur, ken mat ha ken leal.
O va Doue, gortoz a ran an deiz da zont
Ma trec’ho gwir an niz war fallentez an eontr.

Skeiñ a ra war an nor.

Livre

Arzhur Breizh (27) : Pempet arvest, I pennad
association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix