Arzhur Breizh (20) : Trede arvest, IX pennad
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

YANN DIZOUAR, AR GOUARNER, KONTED CLARE ha TOUTESBURY

YANN
E koulz mat ’on erru da glevet va c’hentel :
War digarez zo deut daou zen ’barzh ar c’hastell,
Didrouz ha dian’vez, hag hep gouzout dezhañ,
An aotroù gouarner a hop deus e greñvañ.
Piv an deus koulskoude ankouaet e zeverioù,
’Met an neb an deus karg da ziwall mogerioù,
Ha na wel ket gwall dud o tont ’n o diabarzh ?
Eurus eo c’hoazh e oamp war o lerc’h evit harz
Ne zigoueje netra divalav gant va niz.

ARZHUR
Ya, bezañ ’meus, va eontr, ur c’haer a desteni
Deus ar garantez domm a vagit evidon :
Gwelet am eus bep eil o tonet em frizon
Daou e sell da’m dallañ, daou e klask va lazhañ ;
Hag ar pezh a rae din, va eontr, ar boan vrasañ,
E lârent o fevar eo c’hwi o zigase.

YANN stummet da vezañ droug ennañ
Birvi ’ra va holl gwad o klevet kement-se :
Me, da eontr, a vefe ken laosk, ken didruez,
Da zilam diganit ar gweled, ar vuhez,
Ha me ’prest evidout da reiñ kement am eus !

ARZHUR
Ho lavarioù, va eontr, a son goullo ha kleuz.
E-pad ma vin amañ birviken n’o c’hredin :
Rak, betek-henn, netra ’met droug n’hoc’h eus graet din.

YANN
Mat ! evit diskouez dit eo gwir tre va c’homzoù,
Ez an da zigeriñ warnout an dorojoù
Deus ar prizon du-mañ.

ARZHUR
                                          Hag e vo din rentet
An eurvad, ar frankiz, an heol, an eurusted ?

YANN
Roet a vefont dit, va niz, hep pell dale.
Bremañ ’teufet ganin d’ober un tamm bale
Betek va c’her Rouan, hag eno, didrabez*,    [pe dinec’h] 
E c’hallfomp n’em glevet diwar-benn an hêrezh
A zigouezh dit.

ARZHUR
                         Dousoc’h a vefe din monet
War-zu va bro gaer Breizh, war-zu va Bretoned ;
Met, peogwir ’maon dalc’het ’tre ho taouarn atav,
Me ’rank gouzañv, va eontr, pezh na gavan ket brav.

En ur zistreiñ ’trezek ar gouarner

Kenavo deoc’h enta, gouarner fur Falez :
Va c’halon a viro eñvor ho madelezh,
Ha, mar be rentet din an traoù am eus kollet,
Ur gopr gounezet mat a vo deoc’h restaolet.
Aotreet mat ’rin deoc’h ur pok evel d’un tad.

Hag e vok dezhañ en ul lâret :

Dremm un den a-zoare a zo kuñv da bokat.

AR GOUARNER en ur bokat da zorn Arzhur, ur c’hlin d’an douar
Bennozh Doue ganeoc’h, aotroù, hag E skoazhell !
Me ’gred, pa vefoc’h-c’hwi o ren war Vreizh-Izel,
E vo c’hoantaet dre holl eurvad ar Vretoned.

En un dreiñ war-zu ar roue

Bremañ, aotroù roue, dirak ho paroned,
E rentan deoc’h ho niz, yac’h ha nerzhus bepred
’Vel en deiz am eus hen diganeoc’h kemeret.
Mar tegouezhfe dezhañ gwalleur un deiz da zont,
Me ’vo war gement-se divlam ha direspont.

YANN
Dinec’h c’hallit bezañ, marc’heg : den na lâro
Eo c’hwi ho po kaset Arzhur Breizh d’ar marv.
Met mirit evidoc’h, mar plij, ho rebechoù,
Ha va lezit evel m’emaon gant va zechoù.

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix