Arzhur Breizh (09) : Eil arvest, III pennad
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

YANN DIZOUAR e-un’, MOLAC pa vo galvet

YANN en ur sevel e zivskoazh
                                                        Diod dispar !
Lâret mat an devoa Gwilherm Toutesbury
Eo sotoc’h ur Breizhad ’vit ul loen o peuriñ
Hast eta, marc’heg nay, kerc’hat din da baotr koant :
Servijet ’vo dezhañ pep tra hervez e c’hoant :
Kurunennoù, galloud, aour, meuleudi ha gloar,
Ha me ’chomo bepred Yann gaezh kuit a zouar.
Nag a c’hoarzhadennoù lorc’hus ha didruez
A stlape va daou vreur ganin ’pad o buhez
War digarez ’oan paour, dinerzh ha digalon !
Nag a zispriz o deus atav taolet warnon !
Ah ! mar be gwelet sklêr en tu all d’ar marv,
Jafrez, Richard, sellit ouzhon : deut eo va zro ;
Bremazon* e kouezho disliv ’tre va daouarn    [pe Bremija]
Bremazon e stagin gant chadennoù houarn
Ho mab, ho niz, a zo ouzhoc’h ho-taou heñvel,
Hag a glask eveldoc’h a-us din n’em sevel.
Ya, erru eo va zro, mibien henañ va zad :
An hini ’digouezhe dre holl re ziwezhad,
Yann “dizouar” ar paour, ar c’haezh, an ezhommek,
A vo dreist ar re all skedus ha galloudek.
Hogen, soñjal e ran, mar teu Arzhur amañ
Dichadenn, dishual hag e armoù gantañ,
E c’hallfe skeiñ ganin ur gwall daol marteze :
Akuit a tle bezañ da vaneañ ar c’hleze.
Furoc’h eo din hen kas pellañ ma vo gallet
A-dreñv mogerioù tev kuzhet ha diwallet…
Molac, buan amañ !

MOLAC o tont en ur saludiñ
                                  Petra, aotroù roue ?

YANN
Kerkent ma n’em gavo an duk Arzhur aze,
Lârit ma vo kaset da dour Falez diouzhtu,
Disarm ha miret mat gant dek den a bep tu ;
C’hwi ’vo mestr ha rener war e ziwallerien.
Bezañ zo deus e heul un dornad stourmerien :
Ar re-se fat, nebeut da c’hounit diwarne,
Az ay da gastell Korv d’ober o aotrounez :
N’o devo seurt enno da zebriñ na d’evañ
Ken ma vo poent digas o eskern da sec’hañ.

MOLAC spouronet
’Velkent, aotroù roue !

YANN
                                      Sentit hep lâret ger :
Enebiñ ouzhon-me a yafe deoc’h re ger.

MOLAC
Sentet a vo ouzhoc’h, va roue, penn-da-benn.

Ha kuit en ur saludiñ.

YANN e-un’
Houmañ ’vo al loaiad kentañ deus ar soubenn
’Meus prientet d’Arzhur evit e lardañ mat ;
Gwelet a vo pegeit e pado ar stourmad
’Tre an niz lugernus hag an eontr disprizet ;
Gwelet a vi pegoulz…

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix