Dindan derv an Drouized (08) : Ragaozadur – Hu-Gadarn
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

Rys Brydydd, barzh kembraeg, hag a veve etre 1450 ha 1490, en deus skrivet :
Ar bihanañ eus ar re vihanañ
Eo Hu-Gadarn, hervez barn ar bed ;
Hag ar brasañ, ha Doue evidomp ;
Ni her kred, hon Doue kuzhet (pe Neñvek) ;
Skañv eo e gerzh, ha bepred oberiant ;
Un elf a dommder boull(1) eo e glud(2) (e garr) ;
Ha bras war zouar ha morioù ;
Hag ar brasañ evidon, anat eo ;
Brasoc’h eget ar bediz ; taolomp pled
Da vezañ dizoujus evit an Hael-Meur-se(3).

Troet diwar ar C’hembraeg

William ab Ithel, troet gantañ ivez ar skrid-mañ, e kentskrid ar Barddas, a ya da glask hor Salver evit her sklêrijenniñ. Me ne welan amañ na meno, na meneg eus Jezuz-Krist.
Jezuz, ar bihanañ hervez e vent douarel, eme Ab Ithel, ar bihanañ hervez ar Gwad, hag ar brasañ en Neñv, e-touez an holl Meurdadoù.
Me a wel amañ kentoc’h un testeni diouzh ar c’hentelioù drouizek kozh.
Ar bihanañ etre ar re vihanañ…
Ar brasañ…
Hon Doue kuzhet (pe neñvek)…
Skañv e gerzh ha bepred oberiant…
Un elf a dommder boull(1) eo e garr…
Brasoc’h eget ar bedoù.
Anat eo ez eus amañ menez diouzh an nwyvre (ethe) ha netra ken.
Rak Doue a zo nwyvre… eme meur a gentel dastumet er Barddas.
Petra a zo bihanoc’h eget un elf nwyvre (ur mymryn, e kembraeg) ? Ha petra a zo brasoc’h eget diventelezh an nwyvre ? Oberiant eo an nwyvre a zo o reiñ buhez da bep tra, dre-holl ha dalc’hmat. Brasoc’h eo eget ar pellennoù (bedoù) peogwir ar re-mañ n’int nemet bleudennoù(4), koulz lâret, kollet en e ziventelezh.

(1) boull : transparent
(2) klud : support
(3) hael : grandeur généreuse (4) bleudennoù : atomes

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
57, rue Guy Le Normand,
29600 Plourin-lès-Morlaix