Nolwenn (05) : Trede lodenn
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

Tremen a ra an traoù er mem’ tachad, dirak ar porzh.
 An dud a c’hoari el lodenn-mañ : Jinna, Minabel, ar Gwrac’h, ar baron Nizan, Anna, Nolwenn, an Ael.

 
JINNA, evel eo achu ur parlant hir
Setu !
 
MINABEL
         Ama ! Peseurt doare ! Er sal vras eo
En deus, dirak an holl, – baroned, sujidi*,  [W sujité] 
Damezelled, komzet ar roue diouzh ar baron ?
 
JINNA
Perak nompas dirak holl ar serviterion ?
Pas, ar roue a zo deut, – e zaoulagad teñval*,  [W tioél] 
E benn pleget gantañ hag e selloù izel
Er sal veur : « Laoskit-me, emezañ, ma-unan,
Amañ, ur momandig, gant ar baron Nizan. »
Ouzhpenn un eur emaint chomet da gomz o-daou,
War-dreñv an norioù kloz hag an tennerisoù
Diskennet.
 
MINABEL
                   Ha war-lerc’h ?
 
JINNA
                                            Ar roue en deus pedet
An dian’vezerion hag an itronezed
Eus ar porzh d’n’em lakaat diouzh taol en-dro dezhañ*,  [W dehon] 
’Vel pa ne vefe bet netra.
 
MINABEL
                                           Hag ar baron ?
 
JINNA
Emañ a-dal d’ar roue ; ne seblant ket eürus,
Ar paourkaezh !
 
MINABEL
                           Peseurt tra !
 
JINNA
                                                Ya, peseurt tra souezhus !
Ar brud eus ar skandal ’n em strewo dre ar vro.
 
MINABEL
Krediñ a reer marse e teuy Nolwenn en-dro
War he c’homzoù ?
 
JINNA
                                 Perchañs.
 
MINABEL
                                                   Ha ! Me ’gred e welan,
Du-hont, kempenn an traoù : ar roñsed hag ar van
’Vit jiboesat ! Ha ! Ha ! N’en deo ket c’hoazh marse
Torret-tre ar vrochenn !… Ha Nolwenn ?

JINNA                                                                        Kollet eo.
N’en deo ket bet gwelet anezhi a-choude.
Klaskomp-hi, Minabel.

MINABEL
                                          Pas, n’he c’hlaskin ket me.

Minabel a chom he-unan

Ne glaskan ket ma teuy en-dro war he c’homzoù
Ha ma’z int, eñ hag hi, ha, dorn-ha-dorn, o-daou,
Da zaoulinañ dirak an Eskob ’vit goulenn
Bennozh an Aotroù Doue war stag o euredenn.
Lec’h ar briñsez goullo… m’hel leunio !… A ! ar Gwrac’h !
Tro-ha-tro d’ar palez, me soñj emañ o klask,*  [W klah] 
Nompas louzoù kuzhet met kentoc’h doareioù.

Ar gwrac’h a zisoc’h.

Piv a soñje, mamm gozh, ho kavet er c’hoadoù,
D’an eur-mañ ha ken tost d’ar porzh ? Pedet ’oc’h bet
D’ar fest ivez marse ?… N’en deus ket fest ebet !

AR GWRAC’H
Ha !

MINABEL
      Nann, souezhet ’oc’h, ’ma ?

AR GWRAC’H
                                              Perak ?

MINABEL
                                                        C’hwi a soñje
Mont da zañsal warc’hoazh da vanvez merc’h ar roue ?

AR GWRAC’H
Me ’soñje e m[a] buoc’h en deus bet, dec’h, ul leue*.  [W lé] 
Kent pell, m’em bo laezh fresk hag amanenn bemdez.
’Vel-se, ne vanko din netra ’vit bout eurus.
Ma den (repoz dezhañ !) a oa un den trouzus,
Un evour ; n’em eus ket-me ar soñj da lakaat,
Un arall etalon, ma merc’h… da ribotat.
Ha c’hwi, soñjal a rit atav er marc’heg-se
En devoa bet sec’hed er c’hoadoù-mañ un deiz.
Setu ur feunteun sklêr amañ ; azezit ’ta
War ar mein anezhi ha – mar ’n em gav dre-mañ
Ar marc’heg da dremen, – gant an tas arc’hant gwenn
A roan deoc’h, hag a za eus ar briñsez Nolwenn,
C’hwi a roy da evet dezhañ dour sklêr, kejet
Gant ar poultr a lakaan en tas, – ha, – selaouit* !  [W cheleuet] 
E garantez kentoc’h ’n em zistroy a-benn deoc’h
Ha ne vo ket hini war an douar eurusoc’h.
Kenavo !

Exit.

MINABEL
           Huñvreal a ran ?… Pas, dic’housk ’on !
Ha n’em eus ket ’velkent c’hoazh kollet ma rezon !
Setu an tas arc’hant, ar poultr… Ar c’horn a son !
Tostaat a ra ar van* hag ar jiboesaerion  [evit ar c’horn ?]

Setu ar c’harv setu ar chas war e lerc’h… Ho !
Soñjal, paourkaezh, penaos tuchant ’int hel lazho !
Met piv a za du-hont, war droad hag e-unan,
O sellet tro-ha-tro, ’vel o klask ar feunteun* ?  [W fetan] 
Diouzh an taoloù a sko, ’vel ar c’hloc’h a gloc’had,
Ma c’halon hen anav a-raok ma daoulagad.
Eñ eo ! Petra ober ?… Monet kuit ?… Me ’chomo.
Ya, gwazh a se ! Ar pezh a z’le* bout a vo.  [W zeli]

NIZAN
Me ’bleg dindan ar vezh, met, laoskit ’ta, warchoazh,
Me ’daolo war an daol ma manegoù ha razh
Int a sponto dirak ar soñj eus ar brezel
A savo etrezomp…
                                  Ha ! Salud, damezell ;
N’ho kwelen ket. Pardon !

MINABEL
                                     N’en deus ket droug, Aotroù*.  [ W Eutru]

NIZAN
Laosket em eus er c’hoad, diouzh ar stag, ma marc’h du
Rak un derzhienn souezhus a verv e m[a] gwazhiad
Ha ne glasken ket mui, a-du-’rall, jiboesaat.
Sec’hed em eus.

MINABEL
                              Bout ’zo, Aotroù,  daour er feunteun*,  [W fetan] 
Dour sklêr ha fresk ha yac’h ’vit ar c’halonoù klañv.
Mar karit…

NIZAN
                    Re vat ’oc’h !

MINABEL
                                           Evit, a galon vat,
Ha n’ez eus ket d’ober da m[a] zrugarekaat :
An dour a zo d’an holl.

NIZAN
                                        Pas an dour roet ’vel-se
Gant kement a zouster !

MINABEL
                                           Evit !

NIZAN
                                                   Ma Doue !
  
MINABEL
Petra, Aotroù ?… Perak ne faot ket deoc’h evet ?

NIZAN
Rak bez’ zo, war ho torn, un dra a lak ar gwad*  [ W goèd] 
Da dreiñ e m[a] c’halon ken kreñv, ya, ma kreden
Em befe bet, diouzh her gwelet, ur falladenn.

MINABEL
Ha ! Ma bizoù, Aotroù ?

NIZAN
                                         Lârit : « Ma bizoù-me ! »
N’en deo ket ar briñsez en deus bet hen ?

MINABEL
                                                                           Me eo !
Ar briñsez en deus hen disprizet o treiñ kein
D’an hini a venne dezhi her c’hinnig[e]iñ
Ha me, – pardonit din – kemeret em eus hen
Ha lakaet war ma dorn gant an hiraezh brasañ
Hag, a-c’houde, Aotroù, – laoskit-me d’hel lâret,
– Ar wirionez n’en deo ket graet ’vit bout kuzhet –
Ho soñj a zo dalc’hmat o treiñ e ma spered.
Evit, Aotroù, evit ’vit terriñ ho sec’hed.
War gouli ho kalon an dour-mañ a daolo
Douster ar mel, splannder an heol ; c’hwi n’em santo
Ken skañv war-lerc’h, ken bouilh ma kred’fet e teu*  [W ta] 
Divaskell deoc’h ’vel d’an aeled ha d’an evned – ha ma
Nijit, hep poan, pell diouzh an douar kollet
Da glask c’hoar hoc’h ene ’vit bout ganti karet.

NIZAN
N’en deo ket ret monet ken pell na ken uhel,
Na treuziñ ar c’hogus, douget war an avel,
’Vit he c’havet. – Ho torn a c’houarno ’vit bepred*,  [ W perpet] 
– Rak m’he ro deoc’h hiriv, – ar walenn hoc’h eus bet,
C’hwi ha pas un arall, rak me ’wel mat dre-se
N’en deo ket me en deus choazet ma m[a]ouez… Met Doue.
Damezell, mar karit, – deomp da lâret d’ar roue,
– Vit distaniñ ar boan en deus bet – an doare.
Met, ’vit an añjuli en deus graet e verc’h din,
Ne c’hellin ket jamez… jamez he fardoniñ !
Daousto ma vefe ret, war ar mor pe war zouar,
He c’hlask hag he heuli, n’en don ket en arvar.
Ma c’has he c’hastizo, rak m’he deus roet da Zoue
Ar pezh a c’houlennen ganti : he c’harantez.
Me ’vo-me e c’hasour ’vit he c’has d’he Fried.

MINABEL
Hiraezh o deus d’ar marv, Aotroù, ar Vartired*.  [ = Merzherion] 
Laoskomp ar soñjoù-se, mar karit, a-gostez.
Soñjomp ennomp hon-daou : deomp da gavet ar roue.

Mont a reont kuit.

ANNA
Deu’t, priñsez, n’en deus mui, en-dro d’ar porzh, hini.
An noz a zo kouezhet ; bez’ zo splannder en ti ;
Met c’hwi a zalc’h atav diouzh ho soñj ?

NOLWENN
                                                          Gwazh-pe-gwazh.
Rekis eo monet kuit henoazh-mem’, rak warc’hoazh
N’em bo ket nerzh er-walc’h marse ’vit ’n em lakaat
En hent !… Na kalet eo, Itron Anna, kuitaat,
Hep distro, ’vit jamez, un tad ’vel ma hini.

ANNA
Un tad ’vel n’en deus ket marse er bed hini
Ken mat, ken avizet, ha karantezusoc’h,
Ha ne glask ’met un dra : ober plijadur deoc’h.

NOLWENN
Hag her c’huitaat ’vel-se, hep lâret mem’ dezhañ*  [ W dehon] 
Kenavo !… Hep lakaat ma fenn war e galon
Da selaou an taoloù a sko ’vidon.

ANNA
                                                            Paourkaezh !

NOLWENN
Dindan e rustoni, na peseurt madelezh !
P’em eus lâret dezhañ ma soñj, hep kuzh netra,
A-zivout ar pried em [boe] choazet, Anna,
O reiñ e vennozh din, ha ma, eñ a grene,
’Vel un den penn-veudet, met, er palez, goude,
Deut razh e nerzh dezhañ ha razh e volontez
Hag o welet, en e spered, splannder ar feiz,
Eñ me ’stardas ken kreñv diouzh e galon ma’z oen
’Vel voug[enn]et : « Ma merc’h, emezañ, ma Nolwenn,
Gwell eo ganin mervel ’vit ober dit ar boan*  [ W boén] 
Da da skrapiñ diouzh Doue evit da reiñ d’un den. »

ANNA
E rouantelezh ebet ne vo kavet e bar
’Vit reiñ da draoù an neñv ar paz war traoù an douar.

NOLWENN
Peseurt taol a faouto e galon pa ouezo
Ez on kollet dezhañ ’vit jamez, – pa welo
Ar porzh, ar c’hoad, an aod goullo a ma sonenn.

ANNA
E pep lec’h, noz ha deiz, eñ a glasko Nolwenn.
D’e glemmoù glac’haret an dasson eus ar c’hoad
Hepken a responto.

NOLWENN
                                   Sklasiñ a ra ma gwad*  [ W goèd] 
O soñjal en anken en devo da andur.
O keiñ ’vel-se ma zad, n’en don ket dinatur ?

ANNA
Ne soñjit ket, priñsez, rak d’hon Tad eus an neñv*  [ W néan] 
E t’leer* sentiñ, sur er-walc’h, da gentañ.  [ W teliér]

NOLWENN
Ya gwir eo – me ’wel splann an hent : ’vel unan dall,
Ni a z’le* heuli kemenn hon Tad arall !…
Met ankouaet em eus, Anna ; soñjal a ran,
– Ret e vo deomp diwall a vervel gant an naoñ* –  [ W nan] 
Kemer an aour pounner a garg ar yalc’h brodet
A zo e ma c’hredañs ; mar plij ganeoc’h, kerzhit*  [ W kerhet] 
D’he c’hlask ha kemerit ivez ar c’hrusifi
En deus poket dezhañ ma mamm en angoni.

ANNA
Gwir eo, priñsez, arc’hant a zo rekis. Ez an.

Pellaat a ra.

NOLWENN
O ! Ne c’hellen ket mui !… Setu me me-unan
C’hoazh un taol ! O ma Doue, c’hwi a wel ma ene*,  [ W inéan] 
An donded anezhi, an donded izelañ.
Da betra klask enta kuzh ar pezh a welit ?  [ur werz a vank moarvat] 
C’hwi a wel pegen kreñv e tenn warnon an traoù
A zo tro-ha-tro din, ar porzh hag ar c’hoadoù
Em eus bevet enne gant ma mamm benniget,
Rak ar soñj anezhi dioute a zo staget.
Ha ma zad ! Ho ! ma zad, ma Doue, eñ a ouelo,
E zaeroù war e fas, war e varv a rido
Ha n’ho po ket truez diouzh ar paourkaezh tad-se
A dremeno an achuamant eus e vuhez,
Hep splannder en e di, hep joa en e galon,
’Vel un dra a druez ’vit e servijerion ?
Pas, ma Doue, lârit din n’en doc’h ket rust ’vel-se.
M’n em daol war ma daoulin ha me ’choulenn, ma Doue,
Mard eo ret din pellaat hiziv a-zioc’h ma zi
Ha mard on war an hent a z’lean heuli.
Ne gomzit ket, ma Doue ? Ne faot ket deoc’h respont ?
Allaz ! Me ’wel an neñv o teñv’laat du-hont.
O ma Ael mat, lakait e teñv’lded an neñv
Ur sterenn da splanniñ, a-wael, a-wael unan !
Sellit pegen kouard ’on dirak ar groaz !

AN AEL
                                                                       Nolwenn !

NOLWENN
O ma Ael mat, deut ’oc’h !

AN AEL
                                                   Deut ’on, dre c’hourc’hemenn
Ar Mestr.

NOLWENN
                 Doujañs em eus o c’hortoz ho komzoù.
Ma divhar a zo gwan ha kalet an hentoù.

AN AEL
Ne vern, ha pa v’er* daou, Nolwenn, o toug ar groaz*  [ = vezer, W groéz] 
Ar samm a zo skañvoc’h ha kerzhet a zo aes.
Savit enta, savit hag ar mestr a roy deoc’h
Konfort ha nerzh er-walc’h ’vit monet uheloc’h
War an hent a heuli ar Gwerc’hezed santel
A zo hor c’hoarezed war an douar.

NOLWENN war he daoulin
                                                              O ma Ael,
O ma Ael mat karet, hep distro hag hep keuz*,  [ W ké] 
Me ’gerzho war an hent sakret betek an deiz
Ma wiskin ar vrozh ruz a roy ma Fried din.

AN AEL
Ha ma kano an neñv a-bezh ’vit ho meuliñ.

Eñ a gan.

    Kouezhet ’out war an hent, Nolwenn, en ur c’houlenn
    Sikour !

    NOLWENN en ur ganiñ ivez

                   O ma Ael mat, war ho tivaskell gwenn,
    Dougit-me war an hent kalet ! Kenave-se
    Ne c’hellin ket…
    Ne c’hellin ket sammiñ ma glac’har !

    AN AEL

                                                                     Sikour Doue,
    Ne vern pegen pounner n’ em gav samm ar vuhez,
    Her gray dalbezh skañvoc’h  e-leizh. (bis)
                Sav hep doujañs.

    NOLWENN o sevel

    Ya, me ’savo, me ’savo !

    AN AEL

    Ma divaskell ho kwaranto,
    E-pad an hent, o krouadur glan,
    Ha, paz-ha-paz, m’ho heulio,
    ’Vel ar flamm a heuli an tan,
    Betek deiz kaer an euredenn
    A unano Doue ha Nolwenn.  (bis)

ANNA
Setu, priñsez, ar yalc’had aour.

NOLWENN
                                                       Mat ! Gouarnit-hi !
C’hwi hoc’h eus kemeret ivez ar c’hrusifi ?

ANNA
Setu eñ.

NOLWENN
                 O imaj ma Fried ha ma Doue,
M’ho stard war ma c’halon : me ’ro deoch ma buhez.

ANNA
Diskennomp war an aod : bez ’ zo, du-hont, ur vag
Hep gouel na roeñv ebet : n’en deus ’met he distag.
Hi hon dougo, priñsez, war ar mor digabestr,
Ra vo bolontez Doue, ho Pried hag ho mestr.

Mont a reont kuit.

AR GWRAC’H a zisoc’h eus ar c’hoad
Ha ! Ha ! mat em eus graet chom aze da c’hortoz
Ha da lakaat ma spi warnezhe – bet’ an noz.
Mont a reont kuit, treuziñ ar mor a faot dezhe.
Gort’it ! Kavet e vint kent ma vo frouezh er gwez.
Rekis eo din a-benn kas d’ar baron Nizan
An doare ! Mallozh war ar goulmenn ! Mallozh war ar gozh vran !

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix