Nolwenn (03) : Kentañ lodenn
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

Dirak palez ar roue, tad Nolwenn. – D’un tu ar c’hoad, d’an tu ’rall ar mor.
An dud a c’hoari el lodenn-mañ :
Nolwenn, he damezelled a enor Monika, Jinna, Iza, Mabella, Roza, Marina, Itron Anna, he magerezh, Minabel, ar Gwrac’h.
An damezelled a labour war ur vroderezh bennak, en ur soniñ :
 
  Sonenn
 
Pa’z oan diouzh taol o koaniñ
Setu an eostig o kaniñ.
 
O kaniñ brav, o kaniñ flour.
N’ach eus ket klevet an neizhour ?
 
Eñ a lâre en e sonenn :
Bez ’ vo kent pell ur euredenn.
 
Piv a’nomp-ni a vo galvet
Da vout er bloaz-mañ dimezet ?
 
An eostig-noz, pa gano c’hoazh,
Ouelañ a ray ouzhpenn ur plac’h.
 
ANNA
Na bravat eo ’kanit-c’hwi ’velkent ! Pegen sklêr
E sav ho mouezhioù skañv en oabl hag en amzer !
 
MONIKA
Ya, met ni a labour war un dro ma kannomp.
Sellit, Itron Anna, ar labourioù a reomp.
 
JINNA
 Me, me ’echu brodiñ ur c’hog melen ’vel aour
O kaniñ diouzh an heol e-kreiz ar geot glas-dour.
 
IZA
Me, ur vandenn deñved el lann d’an nevez hañv.
Me ’lakay e-tal de’ ur vugulezh vihan
D’o gouarn.
 
ANNA
                    Bravoc’h pe brav eo ’ta an traoù ganeoc’h.
Na te, Monika ?
 
MONIKA
                           Me, gwriet em eus ur vroc’h.
Ha staget diouzh an diaz anezhi an dantel
Em eus bet gant ma mamm ’vit der[où]-mat.
 
ANNA
                                                                                Minabel
Ne ra ket-hi netra hiziv ?
 
MINABEL gant rustoni
                                           Nann.
 
Exit
 
MONIKA
                                                      Ne ra ket
Netra mui anezhi a-c’houde m’en deus bet
Amañ, tudchentiled yaouank o jiboesat
Eizh deiz warc’hoazh.
 
MABELLA
                                     Ne splann ket mui he daoulagad.
Teñval ’int ’vel an noz.
 
MONIKA
                                      Hi hag a oe ken gwiv
Ha ken bouilh gwecharall !
 
ANNA
                                                 Ar bokedoù a c’hweñv*.  [W houiù]
Meur a wech, p’en deo bet tommder an heol re greñv*  [W griù]
Warnezhe ! Diwallit ! Arsa, setu achu*  [W achiù]
An div euriad labour ! ’N em strewit dre ar c’hoad*  [W hoed]
Pe diskennit a-benn d’ar mor…
                                                        Serrit ho neud*,  [W ned]
Jinna.
 
Razh ez eont kuit, ’met Anna ha Jinna.
 
JINNA
           Me ’lâro deoc’h, mar karit – p’en deo gwir
N’en deus ket mui hini war al lec’h, – ar martir
A andur Minabel, a-c’houde eizh deiz zo
M’en deo deut ar baotred yaouank-se en hor bro
A sigur jiboesat.
 
ANNA
                            Ma merc’h, d’ober ebet
Da lâret din ar pezh a zo splann da welet :
Hi a gar.
 
JINNA
               Ya, unan eus an dud yaouank-se.
Ur marc’heg hag en deus, me ’soñj, un ugent vloaz*  [W vlé]
Bennak.
 
ANNA
               Hag ar briñsez Nolwenn her goar ?
 
JINNA
                                                                              Hini,
’Medon hepken ha c’hwi bremañ, n’her goar, – Ya, c’hwi
Ha me.
 
ANNA
              Hag hi a soñj e time’o dezhañ* ?  [W dehon]
 
JINNA
Ya, perchañs, ar soñj-se a dro en he c’halon.
Damezell a enor e-tal merc’h Roue Kembri*,  [= Kembre]
Gelliñ a reer c’hoantaat dorn ur marc’heg dezhi,
Ha mem’ gwell gant sikour ha bolontez ar roue.
 
Diouzh ’n em zistreiñ
 
Ha ! Setu ar briñsez !
 
ANNA
                                     A oe o pediñ Doue.
 
NOLWENN
Devezh mat deoc’h ho tiv. – Jinna, n’en dout ket ’ta,
Gant ar re ’rall er c’hoad pe war an aod ? Petra
A vo soñjet a’nout ?
 
ANNA
                                   Me eo en deus vennet
He gouarn da barlantal ganin, priñsez karet,
Ur momandig… N’en deus ket droug ?
 
NOLWENN
                                                                       Nann, droug ebet.
Houmañ eo ar c’hwellañ a ma damezelled.
 
JINNA
O ! Priñsez, mezh am bo tuchant diouzh ho selaou.
 
NOLWENN
Biskoazh ne gar’fen, Jinna, lâret ur gaou.
Parlantit, m’ho kavo kent pell pa zeuin en-dro.
Da echu ho prezeg, Anna, amzer ho po.
 
Exit.
 
ANNA
Me ’oar e-men* e za.  [KLT pelec’h]
 
JINNA
                                            Ya ?
 
ANNA
                                                   Maouez ur c’hoadour
A zo chomet gwall-glañv, en un taol, en neizhour*  [W en nihour]
Hag ar briñsez a ya, me ’soñj, da gas dezhi
Ar pezh a vank d’ur paour, – p’en deo klañv – en e di.
 
JINNA
Peseurt kalon he deus ha peseurt vad a ra
D’ar geizh tud a c’houlenn ganti aour pe bara !
Met piv a za du-hont ?
 
ANNA
                                        Piv ?… Ur gozh intañvez
A zo bet gwecharall ar vrasañ sorserezh
Eus ar vro, ha mat eo he doujiñ hiziv c’hoazh*.  [W hoah]
« Gwrac’h-an-diaoul » a vez graet anezhi pe « ar Gwrac’h* »  [W groah]
Hepken. – Gwell eo deomp tec’h ha pellaat a-zioc’hti
’Vel ma troer kein, p’en deo klañv pe fall, diouzh ur c’hi.
 
AR GWRAC’H
Tec’het o deus diouzh ma gwelet, spontet o-div,
An durzhunell hag ar gozh-vran. – Me zo c’hoazh kreñv*,  [W kriù]
’Vit ober aon ! Aon o deus bet, met piv a za
Du-hont ! Ur goulmenn gwenn ha ne soñj ket emañ
Ar sparfell o plaenañ a-dreist dezhi. Me ’wel
Ar c’hogus eus an neñv o tont da vout teñval*.  [W tioél]
 
Minabel a zisoc’h.
 
Devezh mat deoc’h, plac’hig.
 
MINABEL
                                                   Piv ’oc’h-c’hwi ?
UR GWRAC’H
                                                                             Ur paourkaezh
M[a]ouez, ganet en ur c’hraou, maget gant yod ha laezh,
E-pad he yaouankiz hag a c’hell komz hiziv
Hep mezh hag hep doujañs ebet diouzh ne vern piv.
Pe oad hoc’h eus-c’hwi ?
 
MINABEL
                                             Triwec’h vloaz.
 
AR GWRAC’H
                                                                      Achu ?
 
MINABEL
                                                                                  Achu.
 
AR GWRAC’H
Diskoue’it ’ta din ho plev ma welin mat o liv.
Du ’int ’vel divaskell ar brini. – N’hoc’h eus ket,
Biskoazh en ho puhez, hantet paotr yaouank ebet ?
 
MINABEL
Biskoazh.
 
AR GWRAC’H
                  Nann ; er porzh-mañ, gronnet a vogerioù
Hag a fozelloù don, serret eo an norioù
Kloz warnoc’h ! Diskoue’it din ho torn, mar plij ganeoc’h.
Ho torn kleiz… Ya, ’vel-se. – An amzer a zisoc’h,
– An amzer da zonet – m’her gwel, ’vel pa vefen
An Aotroù Doue Eñ-mem’ pe hoc’h Ael-gardien.
Ha ! Un aotroù yaouank war varc’h, war ur jav du,
Ya, ur jav du, panek ha liant… Un aotroù*  [W eutru]
Em eus gwelet amañ, er c’hoad, o jiboesat !
Dre an diaoul, m’hen anav, diouzh liv e zaoulagad,
Diouzh e bluenn arc’hant a splann war e dog houarn.
E gomzoù a zasson c’hoazh e m[a] divskouarn :
« Ohe, mamm-gozh, roit din, mar plij, un dapenn dour
Ha me ’zaskoro deoc’h, kentoc’h, ma bizoù aour.
Ha c’hwi hen daskoro d’ho tro c’hwi-mem’ ivez
D’ar verc’h yaouank a zle bout ma maouez un deiz. »
Ha me ’roas dour dezhañ da derriñ e sec’hed.
 
MINABEL
Hag ar bizoù ?
 
AR GWRAC’H
                          Emañ ganin.
 
MINABEL
                                                 Ma Doue !
 
AR GWRAC’H
                                                                    Sellit !
D’an noz, splanniñ a ra ’vel ur sterenn !
 
MINABEL
                                                                      Ma Doue,
Da biv e soñjit-c’hwi her reiñ ?
 
AR GWRAC’H
                                                       Da verc’h ar roue.
 
MINABEL
O ! Taoloù ma c’halon, taoloù kriz !
 
AR GWRAC’H
                                                              Hen he c’har.
 
MINABEL
M’her goar.
 
AR GWRAC’H
                    E garantez ’viti a zo hep par !
Ha ’vit he gwriziennat ennañ da virviken*,  [W virhuikin]
He gwriziennat ken don, eus e benn d’e zaoulin,
Ma vervo en e c’hwad, hep arsav, ’vel an tan,
Roet em eus da evet dezhañ un dramm a ran
Gant gwin ha gant louzoù ha kroc’hen an aerouant*,  [W aëron]
En neñv hag en ifern kejet er mem’ kalon.
 
MINABEL
Bremañ, ne c’heller mui distreiñ e garantez
A-benn d’ur verc’h yaouank arall ?
 
AR GWRAC’H
                                                             Diaes ’vefe.
 
MINABEL
Mallozh warnoc’h !
 
AR GWRAC’H
                                 Perak enta ?
 
MINABEL
                                                        M’her c’har ivez.
 
Pellaat a ra.

 
AR GWRAC’H
Ha ! C’hwi her c’har, plac’hig, – sellit, – doutañs em boe.
Ar marc’heg yaouank-se en deus lakaet e c’hoant
Gant Nolwenn, merc’h ar roue, – hag houmañ a zemant*,  [KLT en em chal]
’Vel pa vefe faoutet he c’halonig dezhi.
Ar faout a yay donoc’h gant yen ar jalouzi !
Ha ! Setu merc’h ar roue – he-unan, – un dornad
Bokedoù roz ganti. – Demat deoc’h, priñsez vat !
 
NOLWENN
Ha deoc’h ivez, mamm-gozh ! D’ar porzh ez it marse
Da glask un aluzon bennak : ar baourantez
N’en deo ket ur si, nann… Setu ma zas arc’hant.
N’em eus ket netra mui : m’ac’h eus sec’hed pe c’hoant,
C’hwi her gwerzho hag a c’hello preniñ bara,
Ur gwiskamant bennak, … afin, ne vern petra,
Ha c’hwi a bedo Doue ’vidon.
 
AR GWRAC’H
                                                    Ya, m’her pedo
’Vidoc’h, priñsez hep par ; me ’c’houlenno
Gantañ, dre ur bedenn gredusoc’h pe gredus,
Reiñ deoc’h, en ho puhez, an tu da vout eurus,
E-tal ur pried dous ’veldoc’h, karantezus
Hag, e-keñver an dud a ma stad, – truezus.
 
NOLWENN
Choazet eo ma fried, a-werz-zo, mamm-gozh.
 
AR GWRAC’H
                                                                                 Ya,
M’hen anav, rak un deiz ma tremenen dre-mañ,
O klask louzoù ar c’hoad, ’vel ma ran c’hoazh bemdez,
M’her c’havas war ma hent ha sec’hed en devoe.
Me ’roas dezhañ ul lomm a zour ar garantez
Ha ’vidoc’h e galon a zasson, a-c’houde,
Hep arsav, o priñsez, deiz ha noz, noz ha deiz.
 
NOLWENN
Fazi a rit, mamm-gozh : ar pried em bo-me
Ne dremen ket ’vel-se, dre al lann pe ar c’hoad ;
Ne red ket anezhañ, na war varc’h, na war droad,
War-lerc’h ar c’harved skañv pe ar moc’h-gouez brutal.
Ne zoug ket anezhañ un tog houarn war e dal,
Gant ur bluenn arc’hant pe aour ’vit her bravaat.
Er brezelioù, pa red gwad an dud a-boullad
Hag o tivogediñ war an douar, ruz ha tomm,
Ne zoug ket anezhañ en e zorn ur glean* blom.  [KLT ur c’hleze]
Mamm-gozh, ma fried-me – a garan, hep ne c’hell
Den ebet war an douar pe an neñv kariñ gwell,
Ne ’c’hellit ket gouzout gant pegement a nerzh*  [W nerh]
E tenn-eñ, hep arsav, ma c’halon war e lerc’h*,  [W lerh]
Pe plijadur em eus diouzh her c’hlask, deiz ha noz,
Hag o kinnig dezhañ, – gant ar bokedoù roz
En deus roet din, tuchant, – vit ma zrugarekaat
Ur v[a]ouez hag a oe klañv, dec’h, ha bremañ yac’h mat,
– Ma eneenn, ma buhez, ma gwad, ma c’harantez,
Rak ennañ em eus razh lakaet ma levenez.
Kompren a rez, mamm-gozh ?
 
AR GWRAC’H
                                                      Ne gomprenan netra,
Me ’oar hepken em eus deoc’h an dra-mañ.
 
NOLWENN
Ur walenn ?
 
AR GWRAC’H
                     Ur walenn.
 
NOLWENN
                                        A-berzh piv ?
 
AR GWRAC’H
                                                              Doue her goar*.  [W goui]
Met, ’vit hoc’h eurusted, priñsez, kemerit-hi,
Hag, o welet an aour anezhi o splanniñ,
War ho torn, plijadur en devo o veviñ
An den yaouank en deus he distaget un deiz
A-zioc’h e viz ha roet d’ur gozh v[a]ouez ’veldon-me.
 
NOLWENN
Perak ?
 
AR GWRAC’H
             Rak ma’z oa foll, perchañs, dre garantez.
 
NOLWENN
’Vidoc’h-c’hwi ?
 
AR GWRAC’H
                            Pas, priñsez, met ’vidoc’h-c’hwi, marse.
 
NOLWENN
Re ziwezhad eo ’ta. – Ma c’halon n’en deo ket,
Selaouit mat, mamm-gozh, ’vit bout daouhanteret.
Roet eo, ’vit birviken, d’an hini a garan,
Huanadiñ war e lerc’h, setu petra a ran,
Hep arsav, deiz ha noz, ha leuniañ ma eneenn*  [W inéan]
Eus ar soñj anezhañ. – M’n’em daol’fe en tan
Da vout losket, er mor da vout beu’et, hep keuz*,  [W ké]
Pa ouez’fen ober ’vel-se e volontez.
Gouarnit ’vit un arall ho pizoù aour-melen.
Me, me ’meus gwell, mamm-gozh, ’vit karantez un den.
 
AR GWRAC’H
Petra zo gwell newazh ’vit lakaat e buhez
Ur verc’h yaouank an eurusted ?
 
NOLWENN
                                                           Karantez Doue !
Kenavo !
 
Exit.

 
   AR GWRAC’H
                 Kenavo, priñsez. – Bamet mat ’on.
Da be den he deus-hi enta roet he c’halon ?
Sur er-walc’h, m’her gouezo, nag e vefe ret din
Galviñ an diaoul eñ-mem’ da reiñ e sklêrder din.
 
MINABEL
Deut ’on en-dro, mamm-gozh.
 
AR GWRAC’H
                                                      Deut ’oc’h en-dro, plac’hig ?
Pas, ur gaou a lârit.
 
MINABEL
                                   Ur gaou ?
 
AR GWRAC’H
                                                     Ya, ur gaouig,
’Vel ma lâr ar merc’hed hag a chom da selaou
War-dreñv an nor… Gwelet em eus skeud ho potoù
Aze, war-dreñv ar gwez ; c’hwi hoc’h eus klevet razh*  [W rah]
Ar pezh hon eus lâret. – Lakait-eñ en ho sac’h*  [W sah]
Ha skoulmit un neudenn warnezhañ… Ha, bremañ,
Petra a vennit-c’hwi goût pe goulenn ?
 
MINABEL
                                                                     Netra.
 
AR GWRAC’H
Gaou !… Ne lârit ket c’hoazh ur gaou, met goulennit*  [W goulennet]
Ganin, hervez ho c’hoant, mem’ ar pezh a zo bet
Dre vrazentez, gant ur verc’h arall disprizet.
 
MINABEL
Ar bizoù ?
 
AR GWRAC’H
                 Ar bizoù !
 
MINABEL
                                 O ! Mamm-gozh benniget,
Pas, huneal a ran… Ha newazh, pa vefe
Ho soñj reiñ ar bizoù-se din, e gwirionez,
Ar marv a gav’fen dre re a levenez.
 
AR GWRAC’H
Setu eñ.
 
MINABEL
                 Ho ! Penaos lâret deoc’h trugarez ?
 
AR GWRAC’H
O vout sentus diouzhin, ’vel ar re dall a sent
Diouzh an dud o c’hondui dre an dorn war an hent.
 
MINABEL
Me ’sento, met, mamm-gozh, c’hoazh ur wech, lârit din :
Ar marc’heg yaouank-se a venno ma c’hariñ
Jamez ?
 
AR GWRAC’H
                Ya, mar sentit.
 
MINABEL
                                         Ho ! Me ’sento, mamm gozh*.  [W mam-gouh.]
 
AR GWRAC’H
Pa vo kouezhet an noz, deu’t amañ ; me ’roy deoc’h*  [W deoh]
An dramm a gempennan ’vit ar c’hleñved hoc’h eus.
 
MINABEL
Ur c’hleñved, me, ken yac’h ?
 
AR GWRAC’H
                                                   Pas, klañv ’oc’h, filhorezh,
Gant un droug hag a ra da andur taoloù kriz.
 
MINABEL
Hag a anver penaos, mamm-gozh ?
 
AR GWRAC’H
                                                                  Ar jalouzi.
 
MINABEL
Ya, jalouz ’on a verc’h ar roue.
 
AR GWRAC’H
                                                     Ha me, ma merc’h,
Me ’lak’fe ar marv da redek war he lerc’h
’Vit ar goap he deus graet a’non, tuchant ! Kejomp*  [W keijamp]
Ho jalouzi ha ma randon en ur mem’ dramm
Ha brav e vo gwelet un deiz peseurt ardoù
A ray ar verc’h en deus disprizet ma bizoù,
Pa vo evet dezhi an evaj milliget
A lak ar penn da dreiñ gant e vurezh kuzhet.
Skeiñ ar penn a zo ret !
 
MINABEL
                                        Ar c’hloc’h !
 
AR GWRAC’H
                                                             Ya, kenavo.
Fenoz, pa vo kouezhet an noz, ni ’n em welo.
 
NOLWENN
Setu arru an eur eus ar bedenn santel.
Deu’t holl, damezelled ; lâromp, a vouezh uhel,
Trugarez d’ar Werc’hez endevout hon gouarnet
Tro an deiz, yac’h ha kreñv, a gorf hag a spered.
 
Int a gan : Ni ho salud gant karantez.

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix