Hollvelen (28) : Pevare arvest, II pennad
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

AR MEMES RE, NERZHVEUR, KREÑVBOST

NERZHVEUR droug ennañ
’Vit c’hoazh n’em boa ket bet da c’houzañv kement all
A zismegañs ab’oe m’emaon ’n em gavet dall.

HOLLVELEN
Bet ’out gant un’ bennak disprizet pe goapaet ?

NERZHVEUR
Dindan treid, ’vel un denig netra, ’maon lakaet,
Aet ’maez a goun an taolioù kaer graet gant va dorn,
An Trec’h ken lies all galvet gant va c’hadgorn ;
Da heul va c’harr brezel ar spouron o redek,
Pennfollet gant an drouz kadourien ha kezeg ;
Va nerzh-emgann dispar o c’hounit d’ar Gelted
Chatal, pinvidigezh, enor hag eürusted ;
An holl draoù-se n’int ken na dellidus na mat
A’boe m’on ehanet da zougen daoulagad.

GARWENN
Daoust petra ’deus kredet ober dit ken direizh,
Nerzhveur ?

NERZHVEUR
                     Gwashoc’h ’vit skeiñ ur c’hleze dre va c’hreiz
A zo graet o tilam diganin « tamm ar c’haour ».

HOLLVELEN
Ha gwir ?

GARWENN
                Ha da biv eo bet roet ?

NERZHVEUR
                                                         Da Dalaour
Ar c’hadou yaouank-flamm bet ganin-me desket
War an holl c’hoarioù brezel, met n’en deus ket
Prientet d’ar guped* an ugentvet lodenn    [pe burtul] 
Deus ar c’horfoù ’meus-me kinniget d’o bouedenn.
Savet zo droug ennon pa ’meus klevet e vouezh[,] 
Ur vouezhig fall n’ez eus enni na nerzh na pouez,
O c’houlenn, truezus evel un naoneg paour,
Ma lârje ar roue reiñ dezhañ « tamm ar c’haour ».
« Me ’fell din, em’on-me, ’vefe pep den gopraet
Hervez talvoudegezh al labour en deus graet. »
« Ar pezh ’zo bet zo bet, ha na zistroio ken,
eme Talaour ; un dall na reno birviken
Saezh fraoñvus ar marv diwar e garr emgann.
Te ’zouge betek-henn, Nerzhveur, pezh a zougan :
Goaf an taolioù pounner, kleze meur ar gounid.
Met o chom war da skaon eo tec’het diganit
Ar gwir d’astenn da zorn war vorzhad an tourc’h gouez.
Bremañ, ma lâran gaou, dislâr ’c’hanon, roue ».

KREÑVBOST
O klevout kement-se, ’meus eilgeriet diouzhtu :
« Ne gredi ket, roue, mont en hevelep tu
Gant ul leue ken yaouank(1) enep an tarv bras ;
Diwall da zisprizout ar c’haour a zigoras
D’hor meuriad dinerzhet hent gwadek an Doñva,
An hini ’neus pleget dindanomp da vevañ
Ar pobladoù ken gwevn skignet dre Vro Arvor,
Doñvet gantañ hini hag hini ; dalc’h eñvor
N’eo ’n em gavet zoken dall ar mager brini
’Met dre drubarderezh ha diwar gasoni
Sachet gantañ o stourm war an dachenn vrezel.
Biskoazh den na roas d’e vro ken start skoazhell,
Biskoazh da zen n’eo bet ken dleet tamm ar c’haour. »

HOLLVELEN
Hag an tamm zo, ’velkent, bet roet da Dalaour ?

NERZHVEUR
Etre ’n heol o sevel hag an heol aet da guzh
Dibab ar roue-meur n’eo ket bet diegus :
« D’an hini zo, ’mezañ, daoulagad en e benn
E roan ar vorzhad, gant ma ouio difenn
Ha mirout ouzh den all d’e zennañ digantañ. »
« Degouezhet eo ganin evit ar wech kentañ,
’Me Talaour ’n ul lakaat e gleze war an daol
Hag an neb a garfe degemer ur gwall daol
N’eus ken nemet astenn e bav betek amañ. »
« Me zo tremenet din, em’on-me, ’vit bremañ
Naon morzhad ha naon all ; met, da deuio da dro,
Talaour, da ’n em gontañ ganin du-hont, er Vro
’Lec’h ma tigor da vat daoulagad ar re dall,
Ne vo ket evel-henn, m’hen tou dit ; da c’hedal,
P’emaon lakaet amañ disteroc’h ’vit ul leue
E kimiadan ouzhoc’h, predourien ha roue. »
Ha kerkent emaomp deut, Kreñvbost ha me, d’ar gêr,
’Vite da heul warnomp dre zouster ha dre gaer.

HOLLVELEN
Mat ho peus graet ; amañ ’z eer d’aozañ deoc’h ho koan,
N’ho po diwar-benn ar pred-meur na keuz na poan.

KREÑVBOST
Trugarez deoc’h ho taou : p’eo graet va c’hevridi,
Eo din muioc’h a-du mont d’ar gêr da brediñ.

Ha kuit.

GARWENN
Me ’meus ezhomm ivez da gempenn kalz a draoù
A-barzh ma vo serr-noz. Eürusted deoc’h ho taou !

Ha kuit ivez.

(1) Les Celtes appelaient l’adolescent un veau, l’homme fait un taureau.

Livre

Hollvelen (28) : Pevare arvest, II pennad
association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix