Hollvelen (13) : Eil arvest, III pennad
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

KARNAK, HILDEO, GWADOG, PENHORZ, TURLUAN

AN TRI GADOUR en ur zegouezhout
Prest da vale ’vidout da lec’h ma lâri mont.

KARNAK
N’eus ket da vont a bell.

HILDEO savet war ur roc’hell
                                              Na da zale nemeur :
Rak war-bouez pemp talmad emañ erru Nerzhveur.

KARNAK
Bezomp prest-mat d’e zegemer, ha diwallomp ;
Mar c’hwitomp-ni warnañ, ne c’hwito ket warnomp.
Kuzhomp ’drek ar gwez bras an tostañ d’ar feunteun ;
Ha pa soubo e benn en dour, holl evel un’
A rafomp a-gevret ur sailh war e c’horre.
Hildeo ha me her chadenno ’vel ma tere,
Hag a brenno gant ur stouv kanab e c’henoù.
’Vit ma tidrouzo deomp gant e hopadennoù.
Te ’grogo ’n e gleze, Gwadog, hag an daou all
’Viro ouzh an daou benn anezhañ da rual.

HILDEO
Intentet eo.

GWADOG
                     Mat eo.

PENHORZ ha TURLUAN
                                   Start e vo kroget ennañ.

Mont a reont holl da guzh.

KARNAK
Erru eo ; chomomp sioul ha war evezh bremañ.

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix