Hollvelen (08) : Arvest kentañ, V pennad
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

NERZHVEUR, HILDEO o tont dre an nor a-zehoù

NERZHVEUR
Deus azezañ, hudour. Pareet eo va c’hi ?

HILDEO
Diboaniet n’eo ken c’hoazh ; met gantañ ’z hemolc’hi,
Mar c’hoantaez ober, ’benn div pe deir nozvezh.

NERZHVEUR
Va c’hoant hemolc’h zo ’vit ur pennad aet e-maez.
O klask tizhout emaon ul loen reizh, ul loen brav ;
Hogen, pa vo paket, n’ouzon pe ’vit atav
Pe ’vit ur reuziad berr e vo fur e virout.

HILDEO
Me ’wel petore loen ’maout e soñj da dizhout,
Nerzhveur : ur wreg yaouank a teus c’hoant da gemer,
Nemet n’ouzout ket c’hoazh evit pegeit amzer.

NERZHVEUR
Ar wirionez, Hildeo. Te zo tanav da fri.
Rak-se, ne garfen ket chom ganit da c’hoari,
Hag e tisplegin dit penn-da-benn va doare.
Bevet ’meus betek-henn dinask da diere,
Karantez ’bet em c’hreiz ’met hini va c’hleze.
Ouzh va c’halon garv netra ken na c’hoarzhe
’Met gwad ha lazhadeg, trouz skiltrus an argad,
Klemmoù tud o vervel, spouron an daoulagad
O neuñvial digor frank er pennoù dic’hoûget !
Hag a-daol, ’vel koumoul gant ur bann-heol freget,
Setu skubet an holl weladennoù brezel
Gant un dremm dudius, ur c’hoazhin hag ur sell
Fresk ha glan ’vel an erc’h mintin war ar menez.
Ar c’hadour ’oa ennon zo deut un den nevez,
C’hoant dezhañ da selaou ouzh mouezhioù kuñv iskis
A gan ’n e ziabarzh kaerder ha yaouankiz,
Ha d’ankouaat ur reuziad an distruj didruez
’Vit intent gant ar vadelezh hag ar vuhez.
A greiz kalon emaon d’Hollvelen ’n em roet ;
Met pegeit e chomin war an tu-se troet ?
Aon am eus, pa vin bet tremen ur bloaz ganti,
E tec’hfe re vuan an eurvad ’maez an ti.

HILDEO
Nag a dud ken nec’het ’veldout a gelennis
D’ar c’houlz ne oan hudour nemet gant Touraniz !
Nag a dud a zo bet ouzh va zrugarekaat
Dre ma oant bet ganin bleinet war an hent mat !
Hogen, te ’zisprizo ’vel kaozioù bugale
Ar gredenn a lakae Touraniz da vale,
Ha diragout ne dalve ket dispak ar gaoz
Eus galloud burzhudus “Feunteun an Dervenn gozh.”

NERZHVEUR
Eo, eo, dispak atav : netra na vo kavet
Ganin-me na fentus, na diaes, na kalet,
Netra n’hellez lâret a gement ne gredin,
Hildeo, gant ma vo mat da sklêrijennañ din
An hent emaon o klask an eürusted ennañ.

HILDEO
Du-hont, ’lec’h ’ma’z echu korniek ar blaenenn-mañ,
E-lec’h ma teu glazur ar C’hoad-Meur da vervel,
E zo, troet he dour ouzh an heol o sevel,
Ha kelc’hiet a-hent-all gant pezhioù mein garv,
Ur feunteun vilvloaziek dindan gwez kozh derv.
Touraniz o deus bet ar gredenn a-viskoazh
E tle paotr ha paotrez, pa soubont o fenn noazh
Er feunteun-se, gwelet an eil dremm egile,
Mard int lakaet da ’n em garout ’doug ar vuhez.

NERZHVEUR
Neuze ’ta, n’eo ket te gant da skiant hudour
A wele ’n traoù da zont merket e deun an dour ?

HILDEO
Nann, me na raen netra ’met displegañ d’an dud
Penaos en em gemer ’vit degas ar burzud.
Kalz, o vezañ c’hwitet war o zaol da gentañ,
’Deue da glask a’non goude-se d’o hentañ ;
Ha kement o deus bet sentet ouzh va c’hentel
Zo bet sklêrijennet gant ar feunteun santel.

NERZHVEUR
Fiañs am eus ennout, hudour ; lavar din ’ta
Peur ha penaos ’vo mat d’ar feunteun ’n em rentañ.

HILDEO goude ur pennadig prederiañ
Warc’hoazh ar C’hann ; an deiz war-lerc’h e vo ar poent
Dit-te da ’n em lakaat war-dro Sav-heol en hent,
Hollvelen ouzh da heul war hed pemzek talmad.
Erru ’tal ar feunteun, ’ranki, ’vit bezañ mat,
Chom da c’hortoz, a-raok soubañ da benn enni,
Ken na vo deut an heol en dour da lugerniñ.

NERZHVEUR
Ret ’vo da bep hini ’c’hanomp bezañ e-un’ ?

HILDEO
Ar gwaz hepken ’ranko dont e-un’ d’ar feunteun,
Diskabell hag hep arm ebet ’met e gleze ;
Ar baotrez, betek goût ’ve aonik marteze,
’C’hello degas ganti konsort pe gonsortez.
M’hen tou dit, ouzh an holl boentoù-se ma sentez,
Ar feunteun ’verko dit sklêr en he mezelour
Pegeit euredet e c’hall chom ur brezelour.

NERZHVEUR
Ya, goude div nozvezh an amprou-se ’vo graet ;
Ha, mar teu ’n dro da vat, te na vi ket ankouaet.

HILDEO
Me ’gred e teuio mat-kenañ ; ha da c’hedal
Ez an da welet c’hoazh tri pe bevar chatal.

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix