Annaig (14) : He marv santel
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

Nozvezh skrijus-meurbet ma welis o vervel 
          Va Dous muiañ-karet, 
Evel ur gwall huñvre, da soñj a chomo pell 
          Em c’halon, gwriziennet. 

En despet d’an holl boan a gemere noz-deiz 
          Ur medisin dispar, 
Evit gallout herzel ouzh ar c’hleñved direizh 
          Ha n’en deus ket e bar, 

Ar paz a yae war gresk ; ar glañvourez, siwazh ! 
          Gant he foan a glemme, 
Ha me ’yoa ’vel spontet, beuzet em glac’har vras, 
          E-harz troad he gwele. 

Kerkent, er berr-alan, ur griadenn mouget 
          Da reiñ din an enkrez, 
Ha me da dostaat ar gouloù, ’vit gwelet 
          Hag hi ’yoa c’hoazh e buhez. 

He dremm a yoa gwenn-kann ; ar c’hwezenn a ruilhe 
          Diouzh he zal ivez gwenn ; 
Kerent ha mignoned da zaoulinañ neuze, 
          ’Vit ober ar bedenn. 

Met evel pa vijen, en un taol, kouezhet dall, 
          Kentoc’h eget soublañ 
Me da vont e kounnar ; c’hoant em boa da grial 
          Kement ha da ouelañ. 

Eus va gwalleur, siwazh ! e welen ar vraster 
          Hag an deñvalijenn, 
Rak eus va yaouankiz kement huñvreoù kaer 
          A nije da viken. 

Koll a raen pep fiziañs, pa deuas, en ur mare, 
          He zerzhienn da vougañ ; 
A-raok ur barr-amzer e weler, evel-se, 
          Amzer sioul da gentañ. 

Kerkent, en un daoler he daoulagad warnon, 
          E lavaras gant feiz, 
« War-laez, er Baradoz, em eus fiziañs, mignon, 
          D’en em welet un deiz ! » 

Neuze me ’deuas mezhus da vezañ selaouet 
          Ar vouezh eus ar gounnar ; 
Hep ar Relijion e soñjis n’ez eus ket 
          Netra vat war an douar. 

Dihunet oa va feiz ; hag eus he chapeled 
          Me da ziskouez ar groaz 
Da behini neuze, gant karantez meurbet, 
          Pell amzer e pokas. 

En ur sellet ouzhin, hag ouzh kroaz ar Salver, 
          E varvas goustadik, 
Laouen ’vel pa vije kousket hepken, seder, 
          Evel ur bugelig. 

He chapeled ker, gant e groaz benniget, 
          A zo chomet ganin* ;    [pe ganen] 
Ra c’hallin, evelti, diouzh Satan diwallet, 
          Mervel e gwir gristen.

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix