Hollvelen (05) : Arvest kentañ, II pennad
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

PENNDRASK hec’h-unan, adkroget da buriñ ar c’heze-meur
Pell, pell e chom Nerzhveur da redek ’maez e di !
Mar ouefe koulskoude pegement a zudi
’Ve degaset gant e zistro d’e “Zuardenn”,
Mar ouefe pegement e karan va chadenn,
E rafe marteze un tammig pled ouzhon,
Hag an heol a barfe lintrus war va frizon…
Allaz ! ne bar an heol ’met evit Hollvelen ;
’Viti ’kan ar varzhed, ’viti ’son an delenn,
Ha gant Penndrask e chom ar vezh hag an dispriz.
Disheñvel oa va stad pa rene Touraniz,
Pa oa va breur Karnak roue war ar vro-mañ.
N’eus forzh, gwell eo ganin chom atav, ’vel bremañ,
D’ober kiez vihan gant trec’her bras va bro :
Ur blijadur eo din, ur blijadur c’hwerv,
Puriñ feteiz, puriñ fenoz, puriñ warc’hoazh
Glasluc’h, ar c’hleze-meur n’eo bet trec’het biskoazh,
Ar c’hleze ’neus gwintet rouantelezh va breur
Hag a garan ’velkent, pa’z eo kleze Nerzhveur !

Ehanet da buriñ, e sav ar c’hleze a-blom d’an nec’h.

Dalc’h soñj, kleze doujet, pa vi ouzh e gostez,
Dalc’h soñj an “Duardenn” ’deus graet ouzhit noz-deiz ;
Hag emberr, pa gouezho warnout e zaoulagad,
Gra ma teuy e galon outi da deneraat !

Ur bale pounner a glever o tostaat.

Klevout a ran Nerzhveur o tistreiñ.

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix