Sant Herve benniget (16) : Eil lodenn, XII diviz
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

SAMSON, HOUARDON, HERVE, JILDAZ azezañ a reont o fevar ouzh an daol

SAMSON
Gouzout a rit, Herve, un dra bennak, da vihanañ, eus an traoù poanius-meurbet hon eus da gomz diwar o fenn. Konomor n’eo ket un danvad diank eo ez eo, met un danvad kollet, nemet na rafe an Aotroù Doue ur burzhud en e geñver.

HERVE
Klevet em eus ar c’heloù glac’harus-se, aotroù ’n eskob, digant va eskob Houardon ha digant Jildaz. Me a zo bet bras va rann-galon. Ne chom ket ganin fiziañs ebet da welet an ene aheurtet-se o tistreiñ ouzh Doue.

JILDAZ
N’hon eus ken tra da ober, neuze, nemet reiñ da Vreizh a-bezh ur skouer vras, pegen doanius bennak ma vezo evidomp hen ober.

HOUARDON
Ar skouer-se a zo ret evit hor bro garet hag evit mat hor mamm an Iliz santel. Ret eo kas kuit Konomor eus a renk ar gristenien.

SAMSON
Gouzout mat a rit, kerkoulz ha me, n’eus, evit an dra-se, en hor galloud, nemet un tu, an eskumunugenn.

JILDAZ
Her gouzout a reomp, allaz ! met e tleomp stlapañ warnañ ar c’hastiz euzhus-se. Hon dlead eo, dirak hor c’houstiañs ha dirak Doue.

SAMSON
N’hellimp ket hen ober hiriv ; re ziwezhad eo. Met warc’hoazh, pa savo an heol, en em gavimp holl amañ. Diouzh kern ar Menez-Bre, hor mouezh a yelo betek goueled ar vro da zougen ar varn en anv an Dreinded sakr.

HOUARDON
Me avat, a fell din a-raok an noz, chom amañ gant Herve ; traoù am eus da lavaret dezhañ. Samson ha Jildaz a ya kuit.

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix