Sant Herve benniget (13) : Eil lodenn, IX diviz
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

SAMSON, HOUARDON, JILDAZ azezañ a reont o zri

SAMSON da Houardon
Daoust hag hoc’h eus pedet Herve da zont en hon touez evit ar c’hoñsil a dle bezañ dalc’het amañ ? Un dra a bouez bras eo, war va meno, kaout ganeomp Herve, evitañ da vezañ manac’h ha netra ken. Ur stad vras a ran anezhañ abalamour d’e vadelezh, d’e ouiziegezh ha d’e santelezh dispar. N’emañ ket amañ, ha koulskoude, abardaeziñ a ra.

HOUARDON
Dont a raio, hep mar ebet ; her gwelet em eus, dec’h c’hoazh, war an hent ma’z eer gantañ betek amañ ; met, evel a ouzoc’h, dall eo hag ar bale, evit ar re zall, a zi diaesoc’h kalz eget evidomp. Emañ en hent ; en em gavo dizale en hon touez, fiziañs am eus.

SAMSON
Da c’hortoz Herve da zont, goulenn a ran diganeoc’h hag eñ e kavit mat e komzfemp etrezomp diwar-benn an traoù doanius a ra kement a boan d’hor c’halon. Konomor a zo, war a leverer, gwashoc’h c’hoazh eget ne oa bet betek-henn.

JILDAZ
Re wir, aotroù ’n eskob, re wir eo an dra-se. Eñ a oa birvidik-bras e garantez evit Trifina, merc’h Gwerog, kont Gwened. Krediñ a raen e vije gwellaet e galon mar gellfed reiñ dezhañ da bried ar plac’h yaouank vat ha kaer-se. Goulennet em boa, neuze, digant Gwerog, hag a zo va brasañ mignon, e asant evit an eured-se. Kredet em boa e paouezfe goude-se ar gwad da redek. E-pad ur pennad mat a amzer goude an eured, an traoù a droas da vat ; met ne badas ket an doareoù mat-se. C’hwi a anavez mat roll spontus e dorfedoù. Lazhet en deus Trifina, e baourkaezh gwreg. Doue, gwir eo, en deus graet neuze ur burzhud dispar en he c’heñver, ouzh he lakaat da sevel a varo da vev. N’eus forzh, Breizh a-bezh a skrij gant ur gounnar santel a-enep da Gonomor. Goulenn a ra ma vo kastizet an torfedour spontus-se.

HOUARDON
A-hent-all, n’eo ket hepken marv Trifina eo e ve da rebechat dezhañ. Re all a zo bet lazhet gantañ, re all stlapet er prizon, re all laeret o madoù diganto. Pa vez, en Iliz santel hor Salver, un ezel brein, n’hon eus ken tra da ober nemet e droc’hañ. Patrig a zeu.

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix