Barnedigezh Doue (28) : Trede lodenn, IV diviz
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

AN HEVELEP RE NEMET FAÑCH

BERNEZ
Evit gwir, c’hwi zo re drenk ho komzoù, breudeur. Hon tad, Perig, a zo hon tad, ha ne c’hellomp ket hen ankounac’haat.

PERIG
Ro peoc’h ’ta ravoder ! Da lavarioù a laka an dud da gousket.

LANIG
Kae d’an iliz neuze, da bediñ ar Werc’hez hag an holl Sent, Yann pilpouz ma’z out.

BERNEZ
Ned on ket gwelloc’h egedoc’h. Lavarout a ran hepken hon eus un tad, hag ez eo kriz gwelet bugale, zoken pa vezont torfedourien eveldomp-ni, o c’hourdrouz o zad gant bizier ha kontilli.

LANIG
Emañ echu ar brezegenn. Setu an hini kozh o tont. Tremeur a zeu hep e vazh, en deus lezet dindan ar skalieroù.

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
57, rue Guy Le Normand,
29600 Plourin-lès-Morlaix