Annaig (06) : Deus
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

Deus, ar maezioù zo kaer evel evit ur gouel, 
Al laboused, ouzhpenn, n’ehanont da’z kervel, 
A-dalek ar mintin, da vont en o c’hoadoù 
Evit meskiñ da vouezh gant o c’hanaouennoù. 
Deus, rak en un huñvreal, eürus ni ’yelo 
A-hed ar wenodenn, e skeud ar gwez-derv. 
An amzer a zo klouar hag a-boan an delioù, 
Gant an avelig sioul, a gren ouzh o skourroù ; 
E geot ar prad ar bleuñv a zo digor bremañ 
Hag an dour-red a ruilh, en un huanadañ ; 
Dindan un heol skedus e lugern ar mor bras 
Hag a-boan ma klever trouz an houl war an traezh.
Evidomp en deus Doue graet an nevez-amzer, 
Evidomp an Neñv glas hag ar maezioù ken kaer, 
Degemeromp eta laouen e deñzorioù 
Ha lezomp da dridal, meurbet, hor c’halonoù. 
Deus, va muiañ karet, deus ouzh brec’h da vignon, 
Deomp el lec’h ma kari lakaat da soñjezon, 
Me ’fell din war da dal, e-giz ur gurunenn, 
Skoulmañ bokedoù glas e-touez da vlev melen.

Vous êtes ici

Livre

Annaig (06) : Deus
association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix