E Breizh-Izel (18) : Ti-kêr
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

Peder voger mein benerezh ;
Tregont troatad a bep kostez ;
Un nor moan ’tu an hanternoz
Enk ’vel hini ar baradoz ;

D’an traoñ, nemet ur skalier maen,
Ur c’hav, marteze dek plouzenn ;
Hag en nec’h, un tammig prenestr
Dre p’hini ’seller war-zu Brest ;

E pevar c’horn, pevar dourig
Turgnet e ront gwall-flourik,
Gant bonedoù en o daou beg
’Vel ’zouge gwechall ar beleg ;

’Vit kurunenn peder doenn
A sav reut ha glorius o fenn ;
Er fin, ur siminal uhel
’Vel ma’z eo dleet d’ur c’hastell.

Nemet e ve beuzet e skiant,
Neb ’neus galoupet hor bro koant,
’Ouezo ’michañs anaout an Ti,
Ha na lakfen he dog d’an i.

Rak sur, etre Brest ha Pariz,
Ne ’neus Ti-Kêr, Gwerliskiniz,
Par deoc’h hini. Lakit evezh
Da pezh a gelenn ho palez.

    ***

Darn ’gav de’ penaos ar « Prizon »
Zo graet ’vit an dud a-feson
Pere diwar-benn lost ur c’had
’Ve ret kas e toull da gouskat.

Pe c’hoazh evit un denig kaezh,
Evet gantañ foeltr-korf, ’plas laezh,
’Neus lezet e veud da gouezhañ,
’Lec’h ur pok, war fri Frañseza.

Ar gampr mat ’vit an aotroù mer
Pa vez er vro un eured ker,
Pa deu ur marmouz er barroz,
Pa lip e loa ur c’haezhig kozh.

Mat evit ar c’huzulerien,
Pa dap krog enne an derzhienn
Da gaketal war ul lezenn,
Pe da flutañ ur votadenn.

War an traoù-se ger da lârat,
O dever eo, se zo anat ;
Ha den leal na wigouro
Pa vezo klasket mat ar vro.

    ***

Hogen, re ’deus savet an Ti
’Oueze kaerik – c’hwi ’c’hell krediñ –
Peseurt deiz kenwerzh o doa c’hoant
D’ober eno gant o arc’hant.

’Mezon, ni ’oar ivez penaos
’Rede ar bed en amzer gozh.
An dañvad kaezh oa en un tu,
En egile ar bleizi du.

Moarvat ar re-mañ ’frite koan
Pa groge naon e goûg(1) an oan !
Ha ma stourme ur bleiz bennak,
An oan eo ’rae yudal ar strak !

En toull du ’grene ar bleizig !
Hag er sal ’gane an evnig !
Ha pa ’vije tan en oaled
Ez oa ’vit eurvad an oaned !

Ma welit kleuzet ur c’hranell
E-kreiz mogerig pep tourell,
Ar bleizi tener n’en doa graet
Sur, ’met ’vit difenn an oaned !

    ***

Ouzh da vezh, lâr deomp, oanig kaezh,
Hag ur vuhez ez oa hounnezh !
Atô, atô bezañ touzet !
Ha c’hoazh goude kaout ar foet !

    ***

Ha c’hwi bremañ, p’hoc’h eus, paotred,
Paeet kement a wer torret ;
Gant daeroù, gant o c’hwad gwalc’het
Follezhioù pennoù kurunet,

Ma n’hoc’h eus ket c’hoant adarre
Da gaout mistri war o c’horre,
Lakit evezh d’ar votadenn,
Pe gouezhfont gwashoc’h war ho penn !!!

Neb en deus evet a evo.
Neb en deus laeret a laero.
Ar re o deus dalc’het ar brid
’Verv gant ar froudenn da c’hounit.

   — NOTES —

(1) pe gouzoug

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix