E Breizh-Izel (11) : Sklêrijenn
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

Un taol kloc’h c’hoazh, marteze, ne ve ket fall daonet.
Kement hini ’son e gloc’h ’gar bezañ enoret,
Ha lenner ha lennerez pa glevont bolead,
Pezh ’lavar o c’hloc’hig kaezh ’deus gwir da intent mat.
Hogen ma son a lâro pezh ’meus c’hoant da lârat.

Ur c’hazh, ’vidon, zo ur c’hazh, ur pec’hed, ur pec’hed,
Hag etre ar pec’hedoù ne lakan kemm ebet ;
Rak veniel ha marvel ne’z int nemet komzoù,
Komzoù graet evit lakaat e pep lec’h divizoù
Gant tud ’zo o flijadur pesketa er poulloù.

    ***

N’eo ket me a vo tapet, e heul ar saeoù du,
O skuilhañ pec’hedoù faos, ’vel grizilh a bep tu.
Tra ; start a-walc’h e kavan hent an dek gourc’hemenn.
Dre gwaremmoù treuz, moarvat, hi(1) flourig ’oar tremen…
Er piñsin dour benniget, distrempet al lezenn…

Ha c’hwi ab’lamour ma rit, d’ar sul, un abadenn ;
Krabiser kig, ur gwener ; roit ur c’hoarzhadenn
D’an dousig koant, ur sac’h du ho stlapo ’kreiz an tan
Er purgator, en ifern, ’vel ma plijo gantañ !!
Eñ ’vo atô war ar c’hlud ! ha c’hwi atô dindan ?…

    ***

Da betore den furik ’roio-eñ da grediñ
’Neus galloud, pap o faziñ, d’ho netaat, d’ho kwalc’hiñ ?
Doue hepken a c’hell se, met nikun all ebet ;
Kement-se zo ken anat eget an dour a red,
Petra bennak ’c’hwitello kureed ha paped.

Setu ’ta penaos ’vo kont. An noz zo tremenet.
Deut eo tro ar sklêrijenn. Bezit ganti renet !
Hirie neb a chom a-dreñv ret e ve pladennek.
’Vit gounit un tamm gwastell her ’weler o redek,
Hag e vouzfe eus ar waz rostet evit e veg ?

    ***

Nann, nann, se na vezo ket ; na vezo ket lâret
’Chomo kristenien Tremel, Lannuon, Plouared…
Sklaved d’ar bernioù gevier ’zo bet savet er vro
Gant ur vandenn romaned, pa ne oe den war-dro
’Vit difenn ar wirionez ; hogen n’eo ket marv.

Nann, skediñ ’ra a-nevez. Krogit an Aviel
Hag e lennit penn-da-benn. ’Vit diskar o banniel
D’an holl tadoù dizimez, d’hemañ tad absolver,
Da hennezh rustoc’h, ’anver, ’vel just, tad kivijer,
Gant al levr-se n’eus netra aesetoc’h da ober.

   — NOTES —

(1) ar sklêrijenn

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix