Annaig (03) : Kenvroiz ker eus Leon
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

Poent bras eo d’ar Vretoned a fell dezho e chomfe o yezh bev, enebiñ ouzh ar gerioù divrezhonek a deu, nebeut-ha-nebeut, d’en em ruzañ en hor yezh, en ur vougañ ar gwir vrezhoneg. 

Daoust ha ne glevit ket bemdez, en-dro deoc’h, gerioù evel ar re-mañ : parlant – kaozeal – jamez – pousier – kontantamant – vizaj – sertenamant – koler – joa – uzaj – posubl – kompren ?… 

Nag a bet kant ger evel-se a c’hallfen da lakaat dirak ho taoulagad !

Gerioù brezhonek gwirion hon eus, hep kaout ezhomm eus ar gerioù nevez-se, ha labour fall a reont ar skrivagnerien o laka en o skridoù, war digarez eo deuet ar c’hiz da gomz evel-se. 

Dre ar c’hazetennoù, al levrioù, ar gwerzioù, ar sonioù, eo e teuimp a-benn da zigas a-nevez ar c’hiz eus ar gwir vrezhoneg. 

Skrivagnerien, roomp eta an dorn an eil d’egile evit enebiñ ouzh an enebour. 

D’ar barzh eo da zigeriñ an hent. 

Met n’eo ket a-walc’h lezel a-ziaskren ar gerioù divroad gwisket e brezhoneg, ouzh un enebour all ar barzh a dle c’hoazh herzel. 

Ral e kaver ur barzhoneg aes a-walc’h da lenn ha da glevet, rak kazi e pep lec’h e weler vogadell ouzh vogadell (hiatus) pe un hanter re a c’herioù mac’hagnet dre ar virgulenn uhel (apostrophe). 

Klasket em eus el levrig-mañ enebiñ gwellañ ma c’hallen ouzh an daou enebour bras-se d’hor yezh ; plijit gant Doue e teuy kement barzh yaouank da ober atav gwel-loc’h-gwellañ, evit brasañ mat an teod hag ar skouarn ha, dreist-holl, evit diskouez n’eo ket ar brezhoneg ken rust ha ma’z hel lavar kalz a dud, dre c’hwarizi avat, peurliesañ. 

                                                 Pierre Pronost

Vous êtes ici

Livre

Annaig (03) : Kenvroiz ker eus Leon
association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix