E Breizh-Izel (07) : Kreiz-kêr
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

Ur paotrig, o welet
Tour Kreiz-Kêr gwarezet
He fenn ’tal dor an neñv(1),
Evel-henn ’c’houlenne :
« Piv en deus ’t’ eñ savet
Betek bro ar stered
Ha ken koant ma lavar
Pep hini ’out dispar ?

Kerkent ’seblant dezhañ
Klevout ar c’homzoù-mañ :
« Savet ’on bet, bugel,
Gant ar Feiz ; ken uhel
’Vit bezañ ur skouer vat
Da bep kalon Breizhad,
’Vit ma savo ivez
E bedenn da Zoue.
Gwell a se mar kaver
Ken bravik tour Kreiz-Kêr
Ma ne weler un all
Trec’h dezhañ e Bro-C’hall.
Me ’garje esperout
Dre va c’hened, plijout
A-walc’h evit derc’hel
Da sell war Breizh-Izel.

Bennozh dit ma gellez
Prizout an dantelezh
Gant pere ’on gwisket,
Neb m’en deus kizellet
Oa leun a garantez.
Te, ivez, lak evezh,
Da boaniañ ’vi[t] da vro
Ma vi heñvel dezho. »

    — NOTES —

(01) T ee

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
57, rue Guy Le Normand,
29600 Plourin-lès-Morlaix