Lili ha roz gouez (72) : En ur vont d’an Tonkin
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

Hol lestr a rog ar mor ; an douar zo pell, da vat ;
Ur c’hogn eus ar Provañs, e liv ruz ar pardaez,
A chom c’hoazh un nebeud dirak hon daoulagad
Leun a zaeroù tener, leun a dristidigezh.

Teñval, ha ken pounner eget hor c’halonad,
Ur pennadik goude, warnomp an noz a gouezh !
« Kenavo ! bro gaer Frañs ! mamm ar gwir hag ar mad ! »
A ganomp holl kerkent, en ur sevel hor mouezh.

Kenavo !… ger tener, hag ivez kriz-meurbet,
En nozvezh-se dreist-holl, e genoù soudarded ;
Koulskoude ni ’gouskas, hep soñjal er marv.

Daou vloaz zo tremenet ; met nag a bet, o Frañs !
Eus ar re ’gane dit « kenavo », gant fiziañs,
Zo marvet evidout, hep klemm, pell diouzh o bro !

Vous êtes ici

Livre

Lili ha roz gouez (72) : En ur vont d’an Tonkin

Lili ha roz gouez

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix