Lili ha roz gouez (70) : Bazhad d’ar Saozon
Remarque(s): 
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

Ur gounnar vras a verv e kof an aneval ;
Bezomp war hon evezh, Breizh-Izel ha Bro-C’hall,
Rak Bro Saoz, a-nevez, a ziskouez he dent lemm,
Ar c’hoant bras d’hol lonkañ zo skrivet war he dremm.

Chomomp atav dihun, Bretoned, noz ha deiz
Rak, evel a ouzomp, ar Saozon a zo treizh,
Ma n’hon eus ket bepred hon daoulagad digor,
O listri buan a vo damdost d’hor porzhioù mor.

Ma ne vezomp ket trec’h, an istor hen diskouez,
N’eus netra da c’hedal, diouzh ar Saozon didruez,
Nemet ur marv kriz, goude kalz a boanioù,
Er prizonioù teñval o deus war o bagoù.

En da za ! pesketaer, ha te, labourer douar,
Ha bazhad d’ar Saozon, war vor evel war zouar ;
Bouc’hal ar martolod a dle faoutañ pennoù,
Ha falc’h al labourer diframmañ bouzelloù.

Pesketaerien Arvor n’int ket kornandoned,
’Vel Cornic ha Surcouf ’int gwir vartoloded ;
Tud ar menez o deus, gant kalon Du Guesclin,
Penn an tregont Breizhad eus emgann Josselin.

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix

propulsé par Drupal