Lili ha roz gouez (47) : D’ar pardaez-noz
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

Pa vez kuzhet an heol a-dreñv d’an torgennoù
Me ’gar mont da bourmen, sioul, a-dreuz hor maezioù.

Klevet ’ran er gwaremm kanaouenn ar grilhed
Da behini, kerkent, ’respontont ar raned.

Un avel fresk a voud a-dreuz ar gwez derv,
Trouz an dourigoù-red a deu din en heklev.

Ar steredenn en Neñv a zo skedus ha koant,
Al loar a skuilh er stêr he sklêrijenn arc’hant.

Ha va c’halon em c’hreiz a zo neuze ken gae,
Ma teu din c’hoant kanañ meuleudi da va Doue.

Rak en nozvezhioù sioul, pell diouzh trouz ar c’hêrioù,
An den a gav dezhañ eo tostoc’h d’an Neñvoù.

Ne lakit ket biken en ho penn, Breizhiz ker,
Dilezel ho ti soul, ho maezioù zo ken kaer !

Ya, nozvezhioù keriz zo nozvezhioù torr-penn,
E lec’h ho nozvezhioù zo gae, labourerien.

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix