Lili ha roz gouez (46) : En distro da Vreizh-Izel
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

Gant ur galon rannet ha kazi displet,
E teuan da’z kaout, va bro gaer Breizh-Izel,
Douar an Arvor em eus un deiz dilezet,
En un taol penn, evit redet a bell ;
Soñjet em boa gounit un devezh, da’m zro,
Un anv bras hag e pep lec’h brudet,
Siwazh ! gwelloc’h e ve bet din chom em bro,
Atav dinamm, eurus ha kuzhet.

Rak er c’hêrioù, dirak an dud galloudus
Em eus kanet noz-deiz, met hep heklev,
Ha glac’haret, en ur skuilhañ daeroù druz,
E teue din soñj eus douar ar gwez derv ;
Nag a bet gwech, evit mougañ va foanioù
Em eus ivez, evel un den nec’het,
Klasket kanañ goustadik gwerzioù, sonioù !
Ankounac’het, siwazh ! ’oant em spered.

Neuze, mantret, ’on en em laket en hent ;
Bro Breizh-Izel, truez ’vit ar mab dianket !
Rak me ’fell din dont da vugel evel kent
Ha neveziñ va feiz hanter vouget ;
Evel gwechall, va c’halon yac’h a-nevez,
E redin skañv ha gae dre ar vaezioù,
A-dreuz ar brug, e-touez balan ar menez,
E-tal an aod hag en da draoniennoù.

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix