Lili ha roz gouez (45) : Prizoniet
Remarque(s): 
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

L'auteur a agrémenté cette poésie bretonne d'une partition que vous pouvez télécharger ici et que vous pouvez même écouter en ligne. N'hésitez pas à nous contacter pour en savoir plus.

Klemmit, klemmit, klemmit, dourigoù stêr Pontlez,
En ur redet a-dreuz ar roz hag ar c’hreson,   
Rak er bloaz-mañ, siwazh ! ned in ket da Drelez ;
E kêr, e-kreiz an trouz, e rank chom ho mignon.

Soñj hoc’h eus, warlene, d’an abardaez ez aen,
Evit gwelloc’h huñvreal, alies e ribl an dour,
Hag e welen va skeud, ivez skeud ar pont maen,
Ken fraez e-barzh er stêr eget ar melezour.

Evel p’oan bihanik va c’halon a dride,
Perak ? Ne c’hallfen ket avat hel lavaret ;
Ul levenez ken bras er galon, en ene,
E komzoù nag e skrid ne vez ket displeget.

O welet ar frankiz a gollan er bloaz-mañ,
Teñvaloc’h ha tristoc’h e kavin va frizon,
Noz-deiz va daoulagad n’ehanint da ouelañ
En ur soñjal er stêr, en tevenn, er mor don.

O ! perak e rankan bevañ pell diouzh va bro !
Rak me ’blij din kement c’hwezh ar bezhin, ar foenn,
An avel zall ha c’hwek eus an tevenn a sav
Hag a zo ken yac’hus d’ar galon ha d’ar penn !

Klemmit, klemmit, klemmit, dourigoù stêr Pontlez,
En ur redet a-dreuz ar roz hag ar c’hreson,
Rak er bloaz-mañ, siwazh ! ned in ket da Drelez ;
E kêr, e-kreiz an trouz, e rank chom ho mignon.

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix

propulsé par Drupal