Lili ha roz gouez (44) : Son
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

Avelig an abardaez,
Eus Breizh-Izel dont a rez,
Da gomz din eus va bro garet ?
Daoust e Breizh ez eus atav
Brug, balan ha gwez derv,
Tud kalonek, pennoù kalet ?

Da guzh-heol, er straedoù don,
Klevet ec’h eus bet ur son,
War un ton an dudiusañ ?
An dud yaouank, ’vel gwechall,
Gwelloc’h eo ganto dañsal
Eget chom er bourk ’vit evañ ?

Gwelet ec’h eus bet ivez,
E lojennig ar menez,
An hini gwechall a garen ?
Daoust ha soñj he defe c’hoazh
Eus hor yaouankiz, siwazh !
Tremenet ’vel ul luc’hedenn ?

Daoust hag e korn an hentoù
An holl, dirak ar c’horazioù,
Hep kaout mezh a ra sin ar groaz ?
E kalon ar Vretoned
Ar feiz n’eo ket mouget,
Daoust ha ken kreñv e vefe c’hoazh ?

Tud ha maezioù Breizh Izel
N’int ket mui, siwazh ! heñvel,
Nag en Arvor, nag er Menez ;
Evel gwechall-gozh, hiriv,
Ne zalc’her ket en da vro
D’ar gizioù, d’ar feiz ha d’ar yezh.

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix