Lili ha roz gouez (29) : Patatezenn Biel
Remarque(s): 
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

Anavezet hoc’h eus Biel ?
Ya, Biel eus ar C’hozh-Kastell ?
Er skol eo bet chomet pemp bloaz,
Hep n’en defe gallet biskoazh
Ar skolaer lakaat en e benn,
Stag-ouzh-stag, peder lizherenn.
Evel-se pa’z eas d’an arme
Oe truezus-meurbet e zoare.
Rak kaer en doa klask ober mat,
Digeriñ bras e zaoulagad,
E teue da sevel a-wechoù
E zorn kleiz e lec’h e zorn de[h]où.
Al lamponed Parizianed
A gav abeg er Vretoned ;
Ha diwar-benn Biel, bemdez,
E reont a bep seurt farserezh ;
Dreist holl, ur c’hozh tamm lakepod
A yoa c’hoazh flemmusoc’h e deod.
A-benn un nebeudig mizioù
Biel a zeskas meur a c’herioù.
Hogen er c’hazarn, un devezh,
Edeur o kignat patatez.
Hag ar Parizian da ganañ,
O c’hoapaat, an diskan-mañ :
« Ar patatez ’vit al loened
Hag ar c’hroc’hen d’ar Vretoned ! »
Ruzder a deuas e penn Biel ;
Hag eñ da daoler ur gwall sell
War ur batatezenn bounner
Ha, da c’houde, war ar goapaer.
Biel eus ar batatezenn
A zalc’he gantañ ar c’hroc’hen ;
Met ar batatezenn kignet
Kerkent gant Biel a zo stlapet
Ouzh genoù bras al lakepod,
Ken kren, ma chaokas beg e deod.
An holl soudarded a c’hoarzhe
Ha, d’e dro, Biel a gane :
« Ar patatez evidout-te
Hag ar c’hroc’hen evidon-me ! »

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix

propulsé par Drupal