Lili ha roz gouez (28) : Janed
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

Pa yeas Janed e kêr, n’he doa nemet koefoù,
Met evit heul ar c’hiz e tougenas togoù.

Gant Janed, kennebeut, n’oa nemet ul lostenn,
Kemeret a reas div, ruz unan, eben gwenn.

He c’herc’hen oa ken aes a-zindan he sae c’hloan !
En em c’hweskel a reas evit kaout kerc’hen voan.

E brezhoneg hepken e kane kantikoù,
En ur galleg divezh e kan bremañ sonioù.

Klevet a rae bep sul oferenn, gousperoù,
Hogen ar sul bremañ zo roet d’an ebatoù.

Yann, ne dalv mui gouelañ Janed da dousig koant,
Rak e kêr-veur Pariz e kav gwazed, dre gant.

Met hepdale ’weli Janed, war hor maezioù,
Roufennet ’raok an oad ha goloet a druilhoù.

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix