Telenn Arvor (01) : Delenn (an)
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

Dilezet war gerreg ar mor,
Tevel a rae an delenn aour,

He c’horfig hanter zigoret
Hag he c’herdenigoù torret.

O welet un dizeur ken bras
Va c’halon ivez a rannas ;

Me ’gavas ennañ un nervenn,
Hag hi ’stagas ouzh an delenn,

Ur gordennig a garantez ;
Ar re all a stagis ivez.

Evit pep oad, evit pep stad,
Bremañ ’son ar sonerez vat. –

Sonit, delenn ! – Ar Vretoned
Kalz konfort, allaz ! n’o deus ket.

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
57, rue Guy Le Normand,
29600 Plourin-lès-Morlaix