Kentoc’h mervel ! (14) : Drubarderezh (an) – IV
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

GWENOLE, HERVE

Herve gwisket evel Gwenole a zegouezh war al leurenn pa emañ Gwenole oc’h echuiñ e gimiad.

GWENOLE
A ! erru ’out ’ta, Herve !

HERVE
Tan ha kurun !… Ya Gwenole ; enoeet ’out n’eo ket ’ta ? Pell ’on bet. Ma’z oufez pegement a boan am eus bet o tispartiañ diouzh va zud ! Va mamm ne felle ket dezhi diskregiñ diouzhin, hag eo bet ret din en em ziframmañ diouzh he divrec’h. Paourkaezh mamm ! brevet eo he c’halon ! N’em bije ket graet kement all evit n’eus forzh piv ! Nemet evit Doue ha Breizh e vijen chomet tost dezhi… Ya, Gwenole, poan a rae din gwelet anezhi o ouelañ… hag hen anzav a rankan dit, darbet eo bet din kilañ…

GWENOLE
N’on ket souezhet ganez. Tenn e kaver atav dispartiañ diouzh ar re a garer ar muiañ war an douar-mañ. Me ivez a zo bet ur rann-galon evidon kuitaat ar gêr, kuitaat va zad, va mamm, a garan kement ! Met, Herve baour, evit difenn an Iliz hag ar veleien eo ! N’ankounac’haomp ket an dra-se !

HERVE
Ha mar hon eus kalz da c’houzañv, arabat deomp ankounac’haat e vezo seul vrasoc’h hor gopr en Neñvoù… Va Doue, roit deomp divrec’h ha kalon dir. Divrec’h dir evit skeiñ kalet ar enebourien hor feiz, ha kalon dir evit gouzañv hep klemm hag evit Hoc’h enor kement reuz a zegouezho ganeomp…

GWENOLE
Evel-se bezet graet ! Deomp bremañ, Herve, herrañ ma c’hellimp, rak moarvat eo nec’het Aotroù Kermoger o c’hedal ac’hanomp.

HERVE
Ya, deomp en anv Doue !… Tan ha kurun !… Bech d’an dispac’herien gall !…

Livre

Kentoc’h mervel ! (14) : Drubarderezh (an) – IV
association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix