Kentoc’h mervel ! (09) : War sav, Bretoned ! – VI
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

FAÑCH, GWENOLE, HERVE

FAÑCH 
Va Doue ! Va Doue !… Pebezh darvoud ! Ha piv en divije kredet e teuje ken prim da wir komzoù hor mignon Herve ?… Gouzout a raen ez oa ret d’hor beleien bevañ dindan guzh ; ne greden ket evelato ez oa kement a riskl evit o buhez. Deomp, va mignoned, deomp buan da bourchas kement ho pezo ezhomm a-benn mont kuit eus ar gêr ! 
 
GWENOLE 
Deomp, Herve, da lavaret kenavo d’hon tud ! 
 
HERVE 
Tan ha kurun ! War a-raok bepred, evit Doue ha Breizh ! 
 
Al lien a gouezh.

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix