Barzhaz Breizh : Loeiza hag Abalard
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

Ne oan nemet daouzek vloaz pa guitis ti ma zad,
Pa oan aet gant ma c’hloareg, ma Abalardig mat.

Pa oan-me aet da Naoned gant ma dousig kloareg
Ne ouien yezh, ma Doue, nemet ar brezhoneg ;

Ne ouien tra, ma Doue, ’met lâret ma fater,
Pa oan-me plac’hig bihan e ti ma zad er gêr,

Hogen bremañ, desket ’on, desket ’on mat a-grenn ;
Me ’oar Galleg ha Latin, me ’oar skrivañ ha lenn ;

Ya lenn e levr an Aviel ha skrivañ mat ha pre’eg,
Ha sakriñ ar bara-kann kenkoulz ha pep beleg ;

Ha miret ouzh ar beleg da lâr e oferenn,
Ha skoulmo an alc’hwiltenn e-kreiz hag en daou benn.

Me ’oar ka’out an aour melen, an aour ’touez al ludu ;
Hag an arc’hant ’touez an draezh, p’am eus kavet an tu :

Me oar mont da giez du, pe da vran, p’am eus c’hoant ;
Pe da baotrig ar skod-tan, pe da aerouant ;

Me ’oar ur son hag a lak an neñvoù da frailhañ
Hag ar mor bras da zridal, hag an douar da grenañ.

Me ’oar-me kement tra ’zo er bed-mañ da c’houiet,
Kement tra ’zo bet gwechall, kement ’zo da zonet.

Kentañ louzoù am eus graet gant ma dousig kloareg,
Oe gant lagad kleiz ur vran ha kalon un touseg ;

Ha gant had ar raden glas, ’deun ar puñs kant gourhed,
Ha gwrizioù an aour-geotenn war ar prad dastumet ;

Dastumet, diskabell-kaer, d’ar gouloù-deiz a-grenn,
Nemet ma hiviz ganin, hag ouzhpenn diarc’hen.

Kentañ ’taolis ma louzoù da c’hoût hag eñ oa mat,
A oe e-kreiz park segal an aotroù an Abad,

Deus triwec’h bigouad segal ’doa hadet an Abad,
N’en deus bet da zastumiñ nemet div gichenad.

M’em eus un arc’hig arc’hant er gêr e ti ma zad,
An hini hen digorfe en defe kalonad !

Hag ennañ teir naer-wiber o c’horiñ ui aerouant,
Mar deu ma aerouant da vat, neuze ’vo nec’hamant,

Mar deu ma aerouant da vat, a vo gwall nec’hamant ;
Seizh lev war-dro ac’hannenn e teuy da deurel tan.

N’eo ket gant kig klujiri na kig kefeleged,
Gant gwad sakr ar re zinamm eo ’int ganin maget.

Ar c’hentañ em boa lazhet ’oa e-barzh ar vered,
O vonet d’ar vad’iant, hag ar beleg gwisket.

Tre ma oa aet d’ar c’hoazhent, e tennis ma botoù,
Hag a y-eas d’e ziveziañ, didrouz, war ma loeroù.

Mar choman war an douar, ha ganin ma Gouloù,
Mar chomomp war ar bed-mañ, c’hoazh ur bloavezh pe zaou ;

C’hoazh un daou pe dri bloavezh, ma dous ha me hon daou.
Ni a lakay ar bed-mañ da dreiñ war e c’henoù.

– Eveshait mat, Loeizaig, eveshait d’hoc’h ene,
Mard eo ar bed-mañ deoc’h-hu, da Zoue egile.

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix