Barzhaz Breizh : Alan al Louarn
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

Al Louarn barvek a glip, glip, glip, glip, glip er c’hoad ;
Gwa konikled arall-vro ! lemm-dremm e zaoulagad !

Lemm e zent ha skañv e dreid hag e graban ruz-gwad !
Alan-al-Louarn a glip, glip, glip : argad ! argad !

Ar Vretoned a welis o lemm’ o c’hlaouier wall,
Narenn war higolenn Breizh nemet houarnezh ar Gall.

Ar Vretoned a welis o vediñ er c’hadir*,    [LV sur le champ de bataille
Narenn gant filzier-strob* nemet klezeier dir,    [LV faucilles ébréchées

Kennebeut gwinizh ar vro, kennebeut hor segal,
Nemet pennoù-bloc’h Bro-Saoz ha pennoù-bloc’h Bro-C’hall.

Ar Vretoned a welis o vac’h el leur e louc’h*    [LV foulée
Ken a lamme pellennoù dimeus ar pennoù-bloc’h* ;    [K blouc’h] 

Ha n’eo ket gant fustoù prenn a vac’h ar Vretoned,
Nemet gant sparloù houarnet ha gant treid ar virc’hed.

Ur youc’hadenn a glevis, youc’hadenn ar peurzorn
Adalek krec’h Sant Mikael tre betek traoñ Elorn,

Adalek ti Sant Weltaz tre betek Penn-ar-Bed ;
E pevar c’horn eus a Vreizh be’et al Louarn meulet !

Be’et kanmeulet al Louarn a amzer da amzer !
Be’et koun eus ar ganaouenn, be’et klemm ouzh ar c’haner !

Neb a ganas ar gan-mañ na ganas ur wech all,
War zigarez, siwazh de’añ ! dideodet gant ar Gall.

Hogen mard eo dideodet ned eo ket digalon !
Digalon, mank kennebeut o saezhiñ saezh an ton.

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix