Poésies d’Yvon Crocq : Tiñsit, brallit, sonit, klemmit
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).
* Source : Ar Vro, août 1908

Tiñsit, Kleier va farrez
Pa vo ganet an devezh ;
Kanit gant mouezh an Aelez
Meuleudi o Rouanez !

Brallit, Kleier va farrez,
Ken a skiltro ar menez,
Evit ar C’hristen nevez
Ganet e Dour ar Vuhez !

Sonit, Kleier va farrez,
Rak dre ar briedelezh
E teu daou bried nevez
Da skoulmañ o c’harantez !

Klemmit, Kleier va farrez,
War an den a gousk er bez
Torret neudenn e vuhez
Gant an Ankoù didruez !

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
57, rue Guy Le Normand,
29600 Plourin-lès-Morlaix