Poésies d’Yvon Crocq : Hentoù kozh va c’hêrig
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).
* Source : Ar Vro, septembre 1907

Pa zistroan bep bloaz da’m lanneier bras-divent
Da welet adarre va zad, va mamm, va zud all ;
Kaer am eus, va daeroù puilh ha stank a red kerkent...
Va spered a vez leun eus soñj an amzer gwechall
Pa valean en hent a gas da di va c’herent !

Teñval eo an hent-se, strizh evel ur wenodenn,
Goloet a vegoù mein, hader e-barzh ar pri-prad ;
Dre greiz an delioù glas en em sil ar sklêrijenn ;
War ar c’hleuzioù uhel an derv, war div renkad,
A zi ken stank ma kuzh bolz an Neñv a-zioc’h ar penn.

Hoc’h anaout mat a ran, holl hentoù kozh va c’hêrig...
Me ’bigne war ar c’hleun goloet gant skourroù kelvez,
Da zastum kraoñ, d’an hañv, a-gevret gant va c’hoarig,
Pe da zebriñ mouar e-touez ar stropadoù drez ;
Hag e teuemp d’ar gêr, ganeomp bep a vokedig !

Hentoù kozh va c’hêrig, fardet mil bloaz zo bremañ !
E-lec’h ma valeas gwechall-gozh va c’hendadoù !
Alies c’hoazh hiriv, sabatuet-krenn e choman
Da sellet e pep lec’h evit klask pizh o roudoù ;
War o roud e karfen taol va roudoù va-unan !...

Hentoù kozh va c’hêrig ! Va buhez tremenet
Ab’oe m’am eus soñj a zistro da’m spered !...
Peogwir va mennozhioù a zo bet sevenet,
Me n’ho tilezin mui, nemet na vefe ret !

    Poullann

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix