Poésies d’Yvon Crocq : Pried ar martolod
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).
* Source : Ar Vro, juin 1907

E Breizh-Izel, pegen kaer eo ar mor !
Hag he welet n’eo ket ur gwir dudi ?
War an devenn, azezet er goudor
Dirazañ, piv a soñj huanadiñ ?

Sellit ! ar mor a sailh war ar roc’h vras ;
Gant herr e lamm hag a lammoù dispar !
Sellit ! bremañ e lip ar bezhin glas
Gant e deod flour : rak fur e chom pa gar !...

Teñval eo deut an amzer da vezañ
Diouzh ar c’huzh-heol e red an aezhennig ;
Ar mor kerkent a zistaol da c’hwezhañ,
E wagennoù da sourral goustadik ;

E wagennoù an eil war lerc’h eben
A red evel bugale o c’hoari...
Gwagenn ar mor, pa weli trist an den,
Lamm dirazañ : hel laouenaat a ri !

Ha goulskoude pa lammi, gant ruster
Ha trouz spontus, war bili gwenn an aod,
E daoulagad o sellet er pellder,
E teredo pried ar martolod !

Du-se pell-pell e weler an tarzhioù
Rust o wennañ dindan ar gorventenn ;
Daoust ha n’int ket marteze liñserioù,
Ruilhet, kuzhet en o fleg, korf un den ?...

Ne glevit ket dre douez an avel-dro
Ur vouezh klemmus o sevel diouzh an dour ?
Diwezhañ galv un den hanter varv,
Ur martolod hag a c’houlenn sikour ?

Bleñchoù ar gwez oc’h horjellañ dalc’hmat
A c’hwitell yud pa dremen an avel ;
Nag a zaeroù a ruilh diouzh daoulagad
Pried spontet martolod Breizh-Izel !...

War he daoulin e lâr ur ger bennak ;
« Truez, Itron Varia Beg ar Raz !
O ! diwallit va fried hag e vag ;
Ra zistroint d’ar porzh hep droug na glaz !

Mari, mat ’oc’h evit ar martolod.
Ar c’houmoul du en oabl a danava...
Trugarez deoc’h, sell Yann o tont en aod !
War-lerc’h avel ha spont, goudor ha joa ! »

Vous êtes ici

Livre

Poésies d’Yvon Crocq : Pried ar martolod
association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix