Prizonier ar Republik (03) : II
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).
* Source : Ar Vro, mars 1909

AR PRIZONIER, AR GWARD

AR GWARD e-tal an nor, goapaüs
N’out ket skuizh pa chomez aze war da zaoulin !
Ne glevez ket mouezhioù gant kroz an taboulin
O tregerniñ dre gêr, e pep penn a Gemper ?…
Deus buan alese, ha war sav, va c’homper.
Dalc’h soñj, paotr kozh, a-barzh ma paro ken an deiz
E vezi er bed all, du-hont !…

Tostaat a ra ouzh ar prizonier.

                                                  Ha koulskoude,
Evidon marteze n’eo ket brav, n’eo ket mat
Dont amañ evel-se, va den kozh, d’ho koapaat ;
Rak pa sellan ouzhoc’h, laouen-holl ho kavan,
Evel pa vijec’h bet er gêr en-dro d’ho tan :
Ho taoulagad zo bliv, ha me ’wel, war ho tal
Ez eo merket ez oc’h un den eeun ha leal.
Mousc’hoarzh un den dinamm zo war ho muzelloù,
Droug a ra din gwelet ken habask ho selloù ;
Un druez eo gwelet ho plev hir, ho plev gwenn
A gouezh a-vouchadoù evel ur gurunenn.
Laeron ha muntrerien a wisk liv ar marv*    [ur gwerz a vank]
Pa zegouezh an devezh… Disheñvel ouzh re all,
C’hwi ne c’hellit bezañ, me zo sur, un den fall ;
He penaos ’ta emaoc’h laouen en hoc’h anken ?

AR PRIZONIER o sevel
Gant sikour va Doue deut din dre ar bedenn…
– Da bet eur e rankan mont hiriv d’ar marv
Va den mat ?

Ar gward a ya d’ar prenestr da sellet ouzh e baperioù.

AR GWARD
                            Da gentañ, lavarit hoc’h anv.

AR PRIZONIER
Kadouan Losk ; eus a Boullann ’on genidik.

AR GWARD o lenn
Evit bezañ tennet war dud ar Republik,
C’hwi a zo kondaonet da vezañ dibennet ;
Gant an trede karrad, da bemp eur ’oc’h merket…
– Va den paour, pa soñjan, truez am eus ouzhoc’h,
Ouzh ho kwelet amañ, c’hwi kozh evel ma’z oc’h !
War an tamm paper-mañ hoc’h oad a zo douget,
Tri-ugent vloaz a zo abaoe m’oc’h ganet.
Marteze n’ouzoc’h ket, ur wech deut d’an oad-se
E lezer e frankiz gant pep hini : kent-se
N’ho peus nemet ur ger da lavaret, kerkent
An nor a zigoro, hag e vezoc’h en hent
Evit distroiñ d’ho kêr, da Boullann, pa garfoc’h.

AR PRIZONIER
Trugarez, va den mat, ha bennozh Doue deoc’h !
Gwelet c’hoazh va c’hêrig, va zi, va farkeier,
A blijfe din, kredit ; met lavaret gevier,
Biken, zoken evit saveteiñ va buhez !
Mankout a ra din c’hoazh war-dro pemzek devezh
’Vit kaout tri-ugent vloaz ; ha da c’houde penaos
Astenn c’hoazh va buhez, da vremañ ez on kozh !

AR GWARD
Soñjit, ho pugale war o zad a ouelo !

AR PRIZONIER
Tri mab am boa : o zri, siwazh ! ez int marv,
Mall am eus d’o gwelet… Goulenn a rin ouzhoc’h,
Daoust ha ne c’hellfen ket mervel un tamm kentoc’h
Eget pemp eur hiriv ? – D’ar mare ma varvas
Hor Salver benniget evidomp war e groaz
E karfen-me mervel : da deir eur e varvin
Laouen !

AR GWARD
                     Tremen ouzhoc’h n’eo ket gwall ziaes din :
Ur prizonier bennak a vo fouge ennañ
Gouzout eo e vuhez bet astennet dezhañ
A ziv eur ; an eil karrad, e-lec’h an trede,
A sammo ac’hanoc’h, da deir eur.

AR PRIZONIER
                                                           Gwell a se !

AR GWARD outañ e-unan
Re vras poan, me ’gred, a dro dezhañ e benn

A vouezh uhel, d’ar prizonier.

Mat, neuze ret eo din dont diouzhtu d’ho kempenn.

AR PRIZONIER
Hag e vezin gwelloc’h o vezañ kempennet
Peogwir, bremaik zoken, e vezin dibennet !

AR GWARD
Ya, kent mont d’ar marv, eo ret troc’hañ ho plev
Evit dont da aesaat e labour d’ar bourrev.

AR PRIZONIER
Ya, gwir a lavarit, c’hwi a oar ho micher,
Hastit buan eta, grit ar pezh ’zo d’ober.

Ar gward a droc’h e vlev dezhañ diwar e chouk.

Ha bremaik ar gontell, o kouezhañ war ho kig,
A gastizo un enebour d’ar Republik !
Tostaat a ra teir eur.

AR PRIZONIER
                                     Echu eo ganeoc’h ?

AR GWARD
                                                                       Ya.

AR PRIZONIER
Mat ! me ’garfe ’teufec’h neuze da’m c’henteliañ ;
Peogwir ho peus kaset da Varadoz Doue
Meur a Vreizhad dispont, difennour e Roue,
(C’hwi zo un den mat daoust d’ho micher divalav)
Lavarit din penaos gouzañv taol ar marv.

AR GWARD
Deuit amañ : kalonek avat eo ret bezañ
Evit c’hoantaat deskiñ ar gentel diwezhañ.

Ar prizonier, didrouz, a ra e-giz ma gemenner dezhañ.

En em daolit buan d’an douar, me ho ped.

Ar prizonier a ya d’an daoulin.

N’eo ket a-walc’h, ret eo deoc’h gourvez en hoc’h hed.
– A-hed linenn ho kein astennit ho taouarn,
Staget e vezint deoc’h gant ur potailh houarn.

Ar prizonier a c’hourvez, e zaouarn war e gein.

Mat ! Ret eo c’hoazh tostaat an eil ouzh egile
Ho taou penn-glin : me ’gred emaoc’h mat evel-se…
Ha koulskoude, ret eo tostaat ivez ho treid,
Hag o lakaat da zont da vezañ keit-ha-keit :
Arabat e vefe o flegañ kement-all
Rak war ar « gwilhotin » ne c’helloc’h ket fringal.
Mat a-walc’h evel-se ! Chomit ditir* avat ;    [ditirañ : étirer]
Ret eo astenn ho koûg bremañ ; n’emaoc’h ket mat,
Ne savit ket ho penn ; ho tal war ar plankenn
A dle bezañ harpet. – Ha bremañ, hep anken
Mar gellit chom, va den, da vihanañ e peoc’h,
Gortozit ar gontell da ober ho stal deoc’h !

Ar gward a chom sebezet o welet an den kozh dispont, Kadouan a sav war e zaoulin, dinec’h.

AR PRIZONIER
Trugatrez deoc’h, va den !

AR GWARD
                                              Moarvat, gant ur gentel
E kollit ho skiant.

AR PRIZONIER
                                  Nann ! Rak taol ar gontell
Ne grenan tamm ebet : me ’reio ’vel eo ret,
Dalc’hmat e soñj Doue e talc’hin va spered…
Pardon !… Betek an taol, Doue, me ho karo !

Ar prizonier a bed Doue war e zaoulin, e zaoulagad etrezek an Neñv, kroaziet e zaouarn gantañ. Ar gward, en e gichen, en deus truez outañ, anat eo. - Ur pennadig goude, e klevet an taboulin o krozal er-maez ha mouezhioù, damheñvel a-walc’h ouzh mouezhioù tud c’houez, o hopal en-dro d’ar prizon.

« Buhez d’ar Republik ! D’ar marv ! D’ar marv ! »

Dor ar prizon a zigor : ur soudard a deu da botailhañ e zaouarn d’ar prizonier ; ar gward a bleg dezhañ c’hoazh gouzougenn e roched, goude bezañ diwisket dezhañ e chupenn : da c’houde, o daou krog ennañ e vountont anezhañ e-maez ar prizon.

 

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix